Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A denn d'an holl vroioù keltiek war un dro. Er bloaz 1867 e voe dalc'het e Sant-Brieg ar gentañ bodadenn hollgeltiek. & Ent strizh A denn d'an holl yezhoù keltiek war un dro. HS. etrekeltiek.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

hollgeltiek

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXV

Goude lein e voe un dalc'h all, gant an hevelep re, nemet e oa deut ouzhpenn un aotrou sec'h ha treut, livitennet, toket-uhel, heñvel ouzh ur pastor protestant, ul lunedoù aour war e fri ; hemañ 'oa deut a-ratozh-kaer eus Dublin, kêr-benn Iwerzhon, da zigas salud e vro, ha da bediñ brogarourien Vreizh da zont d'ur c'hendalc'h hollgeltiek a oad oc'h aozañ eno a-benn bloavezh ar c'hant.

1944
Daveenn : EURW.1 p68

An aotrou Edmond Fournier d’Albe, ar Gouezel a oa deut da grouidigezh Kevredigezh Vreizh warlene, a oa o klask digas un nebeud Bretoned da « Eisteddvod » Kerdiz, da viz Gouere 1899, evit diazezañ un Emglev Holl-Geltiek.

1944
Daveenn : EURW.1 p.104

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial