Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kêr vras. Ur geoded vras. Ar vuhez er c'heodedoù. ES. maez. 2. (en Henamzer dh.) Stroll meuriadoù pe bobloù dezho an hevelep pennadurezhioù relijiel ha politikel. Ar brezelioù etre ar c'heodedoù gresian.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

keoded

1499
Daveenn : LVBCA p113 (ville cite)

geoded

1732
Daveenn : GReg pg gué (lieu où l'on passe une riviere. sans bateau. [sic])

geoded

1732
Daveenn : GReg pg gué (lieu où l'on passe une riviere. sans bateau. [sic])

Gant grad-vat an doueed ha war ali an dud-veur aet da anaon, em eus dastumet ar bugenoù ha skrivet an danevelloù warno, er seizhvet bloavezh eus renadur ar roue Ainorix, mab Dovideros, e keoded sakr Andematunnon.

1923
Daveenn : SKET p.11

Ar re a ven, a lufr hag a liv ar mein, hag a sav ganto palezioù ha keodedoù, ar re-se eo gouennoù du ha dic’hlan ar bed ; ouzh o sevel, gwall doulloù eo a aozont d’an astuz ha d’an erevent.

1923
Daveenn : SKET p.51

"keoded" gg. [...] (ger kozh), liester "keodedoù"

1923
Daveenn : SKET p.164, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Cité".

Eno em eus graet hent, a-hed devezhioù, war straedoù ur geoded ec’hon-divent, kozh evel an douar hag ar bed, mamm holl geodedoù an douar, kelennerez ar re fur, magerez ar ouizieien, krouerez tud ampart en holl arzoù ha micherioù.

1923
Daveenn : SKET p.16

« Vindosêtlos a zo bet savet en ur geoded illur, froudoù-mor en he zro ; maget eo bet gant ar wellañ doueez, kelennet gant ar gouiziekañ doue. »

1924
Daveenn : SKET.II p.8

Hektor, diwaller e bobl hag e geoded, o vont d'ar marv en ur gimiadiñ kalonek diouzh Andromakes C'hoarzhus he daeloù hag Athena, hag Apolon, ha Thetis mamm Akilleüs, ha Priam, roue galloudus ha tad glac'haret hag aspedus

2016
Daveenn : ILIAS p. 6

Notennoù studi

Kaout a rae da c'h/Gregor Rostrenenn (1732) e oa an termen "ge" (roudour) un elfenn eus "geoded" a gomprene evel roudour an Oded e Kemper.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial