Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A sell ouzh gwirioù ha deverioù ar c'heodedour. Ar stourm disentidigezh keodedel. Oadouriezh keodedel : oad ma vezer gouest ervat da embreger gwirioù keodedour, hervez al lezenn. 2. A sell ouzh an darempredoù etre ar geodedourien. Kiriegezh keodedel : kiriegezh en deus ub. da zigoll ub. all pa zeu da noazout dezhañ e doare pe zoare. Barnerezh* keodedel.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Evit ober gant an nerzhioù-se n'eus ket ezhomm da vezañ stummet: n'eo ket da heuliañ ur staj pe lenn un dornlevr evit sevel a-enep, en em aozañ hag ober gant an disenterezh keodedel!

2015
Daveenn : DISENT p14

Sevel ur vouezhiadeg keodedel pe un dilennadeg nevez, met war an dachenn bublik hag hep sikour an dud e karg -evit lakaat an estrañjourien da votiñ da skouer peogwir n'o deus ket gwir d'en ober-; boikotiñ an dilennadegoù, chom hep kemer perzh, votiñ -ha displegañ ar rag hag ar perag d'an holl dre ar mediaoù !-.

2015
Daveenn : DISENT p57

Sevel enselladennoù keodedel war tachennoù e-lec'h ma vez tennet misiloù nukleel.

2015
Daveenn : DISENT p58

Bepred e veze [an den-se] prest ha kontant, evel-just, ha pa vefe evit reiñ an dorn en ur festival enepnukleel, kemer perzh en ur staj hag en un obererezh a disenterezh keodedel a-enep tennadenn an M51 -un "enselladenn keodedel" an hini e oa, da lâret eo mont e-barzh kreizenn an arme hep aotre ha daleañ tennadenn ar misil ar pellañ ar gwellañ.

2015
Daveenn : DISENT p137

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial