Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (en Henamzer dh.) Ezel eus ur geoded, dezhañ gwirioù ha deverioù stag ouzh ar geoded-se. Daoust hag aotreet eo deoc'h skourjezañ ur c'heodedour roman ? 2. Ezel eus ur republik, e-keñver e wirioù hag e zeverioù politikel ha lezennel. Rousseau a rae eus an dilenn galloud pep keodedour. Lamet e c'hall bezañ ar bri keodedour dre abegoù politikel. & Keodedour ar bed-holl : den a laka mad ar bed a-us hini ar Stadoù, hag a embann kaout gwirioù ha deverioù e-keñver ar bed a-bezh. 3. Gwirioù keodedour : gwirioù politikel a vez gant ezel ur geoded.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Evit kaout darempredoù mat gant an amezegezh pe dre maz eo [sic, eus] bet desket deomp er gêrreizh bezañ seven gant ar geodedourion, kerzh da c'houzout.

2015
Daveenn : EHPEA p26

Hag ar Stad evel-just a oar c'hoari gant ar mediaoù betek re evit touellañ ar geodedourien ha derc'hel anezhe a-du gant hec’h ensavadurioù.

2015
Daveenn : DISENT p116

Memestra eo gwelloc'h ar brizh demokratelezhioù-se evit an diktatouriezhioù abalamour e rankont derc'hel d'ober van da vezañ kevredigezhioù digor, treuzwelus ha digabestr e-lec'h ma c'hell ar geodedourien dibab dre o dilennidi evit an traoù a sell oute.

2015
Daveenn : DISENT p133

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial