Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stummet, dre wanded e yec'hed, diouzh bezañ klañv alies, kizidik ouzh ar c'hleñvedoù. Ur bugel gwan ha klañvidik. HS. klañv-diglañv. 2. Doare gantañ da vezañ klañv, pe droet da gleñvel. Un neuz, ur c'horf klañvidik. HS. kinglañv, sempl.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

klañvidik

1850
Daveenn : GON.II pg klañvidik, klañvuz (Maladif, qui est sujet à être malade. Valétudinaire. Cacochyme).

N'eo ket ken klañvidik hag e dad.

1850
Daveenn : GON.II pg klañvidik (Il n'est pas aussi maladif que son père).

Na vevet, na ouennet en ho touez na paotr na plac’h gwan a spered, pe glañvidik, pe nammet en o c’horf, en o fenn pe en o izili !

1923
Daveenn : SKET p.51

klañvidik

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXII

— « [Ma breur] Ne ra micher ebet rak klañvidik eo ; mes lisañsiet eo bet e Skol-veur lizhiri Roazhon. »

1944
Daveenn : EURW.1 p54

Paourkaezh beleg yaouank ; ar brederouriezh en doa troet e benn dezhañ un tammig ouzhpenn, klañvidik e oa, ha klevet em eus keloù e varo nebeut a vloavezhioù goude.

1944
Daveenn : EURW.1 p63

Ne c'houlenn bezañ direnket / Rak klañvidik eo hag enket.

1960
Daveenn : PETO p69

Mistr ha dister e oa an tamm anezhañ, ha gwall glañvidik ar paour-kaezh, ha bep an amzer e c'houlenne "kinin" diganin.

1985
Daveenn : DGBD p63

Distreiñ a ran d'am burev gant startijenn glañvidik un den a zo bet stroñset[-]don hag a glask koustet a gousto ober un dra bennak evit addont e-barzh.

2015
Daveenn : EHPEA p185

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial