Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Douaron. Tolead, ec'hon prl., zo kompez hag izeloc'h eget an toleadoù a-ziwar-dro. Kompezenn ar Po en Italia. Ur gompezenn strujus. HS. argompezenn, daskompezenn, uhelgompezenn.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

kompezenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg plaine

kompezenn

1850
Daveenn : GON.II pg kompézen

kompezennoù

1850
Daveenn : GON.II pg kompézen

Ur gompezenn gaer hoc'h eus da dreuziñ

1850
Daveenn : GON.II pg kompézen

Lod a lavar e savas ar veleien a-dro-war-dro en e enep, abalamour ma kavent gwelloc’h gwelet ar gompezenn draezh-se o chom da leton da beuriñ gant loened ar beorien, eget he gwelet perc’hennet gant un den hepken, a c’helle he c’hlozañ pe he fermiñ da unan bennak, ha, dre-se, miret ouc’h ar paour da gaout e vuoc’hig hag ur banne laezh da soubañ e verenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.241

Pa zeue, goude, da blegañ e ziwaskell skuizh o stekiñ e dreid d’ar c’hlann-hont, e kave war an traezh an dibourc’h-korf-den en doa lezet en tu-mañ d’ar mor, hag a ranke adwiskañ ur pennadig c’hoazh d’en em ziskouez dirak ar Roue a zo o tiwall, e-harz an daou venez, an ode d’ar saonenn strizh ma teu drezi an eneoù da gompezennoù gwenvidik Aballo (2).

1923
Daveenn : SKET p.70

Ar wezeg, el lec’h-se, troc’het-krenn ma’z oa diouzh tu ar Sav-heol, a geje gant ur gompezenn digoad, goloet war-hed-gwel a hirc’heot.

1923
Daveenn : SKET p.60

Na vir ket outañ a vont da gompezennoù kaer ha gwer Aballo.

1923
Daveenn : SKET p.72

"kompezenn" gg.

1923
Daveenn : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Plaine".

Er gompezenn-se, dic’hounid d’ar mare ha hirc’heotet, ec’h ehanas ar marc’h ; eno ez eas a-ziwar-wel, hag eno ivez e vanas Momoros hag e vagad gant o c’hirri hag e tiyevjont o ejened.

1923
Daveenn : SKET p.119

Pelloc'h, kalz pelloc'h, war harzoù gouelec'hioù Sour hag Arab, anezho kompezennoù traezhek ha meinek, hep gwez, na geot, na dour, ez eus, etre div stêr, ur blaenennad all ec'hon ha frouezhus, ma eoster enni gwinizh.

1923
Daveenn : SKET p.16

Ouzhpenn ar broioù emaon o paouez envel, em eus gweladennet broioù all c’hoazh, rak, pa voen harluet diouzh douar al Lingoned, ez on aet en tu-hont d’ar Renos hag em eus ergerzhet, a-hed mizvezhioù, ar c’hornadoù en em astenn, er sav-heol d’an aven-se, betek kompezennoù digoad bro ar Skuted.

1923
Daveenn : SKET p.35

"kompezenn" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.121 « Geriadurig », "Plaine".

Holl, yaouank ha kozh, bras ha bihan, war ar bre pe er gompezenn, en douar-bras pe en inizi, ez arc’hont skoazell an Aotrou e gant a anvioù, ar Mestr e gant a arzoù, ar Roue e liesroadoù.

1924
Daveenn : SKET.II p.5

E Norge ec'h echuont war ur gompezenn veuzet, etre 100 ha 400 m. donder dezhi hepken.

1943
Daveenn : TNKN p41

Astenn a rae dirak hor c'hammedoù ur gompezenn ingal ha plaen.

1944
Daveenn : EURW.1 p.146

Morvitellet e oa kêr Viranda en he c'housked, ha ne fiñve ket un ene en-dro d'an toennoù ruz merglet ha d'an tiez marvelen prennet kloz [sic, "prennet-kloz"] o stalafioù. Didud ha morgousket e oa ar gompezenn. N'oa trouz nemet gant ar stêr Ebro.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.

1949
Daveenn : SIZH p.47

Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.

1949
Daveenn : SIZH p.43

Eno e chomer betek poent merenn hag e troer adarre war du ar Su goude bezañ graet tro kompezenn izel Pongara.

1985
Daveenn : DGBD p23

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial