Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Strollad daou dra, daou loen a-seurt an eil gant egile. Ur c'houblad liñselioù. Ur c'houblad kraoñ en deus roet din. Distagañ a reas dezhañ ur c'houblad flac'hadoù. DHS. re, rumm. 2. Strollad daou zen, paotr ha plac'h prl. Dek koublad tud yaouank a oa o pourmen war ar c'hae. Ur c'houblad dañserien. Ur c'houblad binioù bombard : ur soner binioù o seniñ a-gevret gant ur soner bombard. & Ent strizh Daou zen o vevañ an eil gant egile. 3. (db. al loened) Strollad daou loen eus an hevelep gouenn, par ha parez. Ur c'houblad konikled. 4. Tr. adv. A-goubladoù : daou ha daou. Brini a weler a-goubladoù en oabl. B. Dre ast. Un nebeud elfennoù. Klask a rae distagañ ur c'houblad gerioù en alamaneg palefarzh. II. (db. ar c'hanaouennoù) Pep hini eus rannoù ur ganaouenn enno an hevelep niver a werzennoù prl. etre an diskanoù.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

koublad

1732
Daveenn : GReg pg (couplet de) chanson

koubladoù

1732
Daveenn : GReg pg (couplet de) chanson

koublad kanaouenn

1732
Daveenn : GReg pg (couplet de) chanson

Mont a rejomp holl d’en em heul en ur ganañ a-unan, hag oc’h en em respont pep eil koublad, an eil bandenn d’eben : [...].

1877
Daveenn : EKG.I. p.267

koublad

1909
Daveenn : BROU p. 217

E kement-se, eta, evel e pep tra, e voent melezour ar c’houbladoù da zont.

1923
Daveenn : SKET p.44

Eus ar c’houblad-mañ e vije deut gouenn ar Gelted.

1923
Daveenn : SKET p.33

War an dachenn, dirak ar maner, ar voubou a save eus un hevelep engroez a davas. Paotred ar binioù a c’hwezhas en o sier, ar peder vombard a unanas o soniri ; an tri daboulin hag ar pilligoù, pep hini en o lec’h, a roio o skoazell dudius d’ar soniri, hag entre pep kouplad ar c’herniel-boud a fredono, a richano, tre ma c’hallfont. Ha bec’h dezhi !

1925
Daveenn : BILZ2 p.158

Netra tridusoc'h eget arvestiñ ouzh hanter-kant koublad sonerien o tiskenn diouzh leurgêr Sant-Mikael da dapout ar blasenn nasional, lec'h e oa savet ur chafod pleñch.

1944
Daveenn : EURW.1 p.188

Ur wech e tibunis ar c'houbladoù-se d'am mamm.

1944
Daveenn : EURW.1 p41

A-benn ar fin, un hirvoud hir, ur varailhadenn sklintin, ur c'houblad treid o plavañ war al leurenn, o trotal 'trezek an nor, hag e oa dirazon ma aotrou bihan, heñvel ouzh un diaoulig, e lost e roched, blev du war e zivesker ken stank ha re ur marmouz, ha pikouzet e zaoulagad...

1944
Daveenn : EURW.1 p80

An hini gozh gant he c’hoef n’oa ket bet kannet, hag he chal a-dreuz war e c’hein, a rae ur c’houblad c’hoarzhus gant an Amerikanez gran : ne gomzent nemet dre sinoù, rak unan ne ouie ket galleg, hag eben ne ouie ket brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

"Betek bremañ e lazhe ar vaniaked maouezed en o-unan, gisti pe koubladoù amourouzion. Bremañ e lazhont floderion gemedel. Emdreiñ a ra an traoù," a lavar, evel pa vije o prederouriañ.

2015
Daveenn : EHPEA p134

Sevel koubladoù stourmerien gant ar memes statud a vo tu d'ober ivez : da skouer e c'hall daou stourmer embann int prest da vezañ harzet, hag harzet e vint a-gevret neuze, kuit ne[na] chomfe un den e-unan-penn etre krabanoù ar polis.

2015
Daveenn : DISENT p91

C'hoariit ar c'houblad amourouzien, an dremenidi prederiet, al labourerien o vont d'o labour gant pres warne... hag evel-just cheñchit ho look kuit na vefe tres splann ur "stourmer" warnoc'h -badjoù, piercing, stumm ho plev, dilhad disheñvel betek re...-

2015
Daveenn : DISENT p73-74

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial