Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. (db. an dud) Mont e kounnar. Na gounnarit ket kement all. Kounnariñ a ra o welet kement-se. Ha kounnariñ a raimp enep an taol a sko ac'hanomp ? & Trl. Kounnariñ gant udb. : bezañ lakaet e kounnar gant an dra-se. Kounnariñ a ra gant kement-se. & Kounnariñ ouzh ub. : bezañ e kounnar ouzh an den-se.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

konnariñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (s')acharner, enrager

kounnaret

1732
Daveenn : GReg pg (s')acharner

kounnariñ

1732
Daveenn : GReg pg enrager

konnariñ

1732
Daveenn : GReg pg enrager

kounnariñ ouzh ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg (s')acharner

Kounnaret eo outo.

1850
Daveenn : GON.II pg kounnari (Il s'est acharné contre eux).

kounnariñ

1850
Daveenn : GON.II pg kounnari (Enrager, être saisi de la rage. De plus, se mettre en fureur. S'emporter, s'acharner contre quelqu'un).

Ho ki na ev ket; kounnariñ a raio.

1850
Daveenn : GON.II pg kounnari (Votre chien ne boit pas, il deviendra enragé).

Kounnariñ a ra o welout kement-se

1850
Daveenn : GON.II pg kounnari (Il est furieux, il enrage de voir cela).

— « Roit peoc'h din, emezi, bemdez e kounnaren, / Pa welen, 'vel amañ, an dud ken didalvez ; / Kousket ha dibriñ boed, setu a raent bemdez. »

1867
Daveenn : MGK p75

Lavaret deoc’h peger glac’haret e voe ar chouanted da vezañ aet a-biou d’o zaol, n'eo ket aes. Kounnariñ a raent...

1877
Daveenn : EKG.I. p.122

Int-i ne ouient ket petra da ober. Me o c’hleve o pec’hiñ hag o kounnariñ war an hent bras evel ur vandenn ziaouloù.

1878
Daveenn : EKG.II p.93

Deut e oa bremaik ar breur Celestino war vegoù e dreid, a-dreñv e gein, ha, prim, en doa houpet e genvreur dre an dargreiz. Kounnariñ en doa graet ar breur Arturo : - Breur Celestino, ur skouarnad ho po diganin, kentañ tro e touchot adarre ouzh va c'hostezoù !

1949
Daveenn : SIZH p.47

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial