Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. al loened) Klañv gant ar gounnar. Ul loen kounnaret. Ur c'hi kounnaret. HS. klañv. 2. (db. an dud) E kounnar. Kounnaret e oant rak ne gavent netra. & Bezañ kounnaret ouzh ub. : bezañ e kounnar outañ. Kounnaret eo outo. HS. fuloret. 3. (db. ar mor) Rust. Ar mor kounnaret. HS. fuloret.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

ki konnaret

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chien enragé

kounnaret

1732
Daveenn : GReg pg forcené-e (hors de son sens, furieux)

kounnaret

1732
Daveenn : GReg pg enrager

ul loen kounnaret

1732
Daveenn : GReg pg (une bête) enragée

ki kounnaret

1732
Daveenn : GReg pg (chien) enragé

kounnaret

1850
Daveenn : GON.II pg kounnaret

Ur c'hi kounnaret

1850
Daveenn : GON.II pg kounnaret

Kounnaret eo war-lerc’h an dud a gar c’hoazh o Doue, evel pa ve tan an ifern o virviñ en e galon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.108

Edon o kuzhet anezho e kambr an horolaj, pa glevis tud o krial hag o redet dre an iliz evel tud kounnaret.

1878
Daveenn : EKG.II p.124-125

Den ne oa evit dont a-benn outañ, pa veze kounnaret : eo, e vamm Izabel, honnezh a deue. Un diaoul er-maez, un oanig er gêr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.978 (Even 1924)

Naer-zour dalc’het e don ur sanig teñval, ar stêr a yud, en em we, en em zifret, eonennet ha kounnaret-holl.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

Yann ar Giouidig, avat, a oa aet klañv : — « Ha va bag ? ha va bag ? » — « Ho pag », eme Lom, kounnaret ivez, « a zo mat e-lec’h m’emañ. »

1944
Daveenn : ATST p.110

Ha soñj ho peus, Mab-den, e yae da hendadoù, War an donn gounnaret, en avantur Doue ?

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Homañ a ra d'an dud stourm dre aktoù a feiz seul wech ma vezont kounnaret, gant ar spi e tilezo an enebourien o doareoù fall d'ober ha d'en em zerc'hel.

2015
Daveenn : DISENT p21

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial