Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. (db. an dud, al loened) 1. Fiñval darn eus e gorf pe e gorf a-bezh diwar strishadennoùigoù kigennoù na vestronier ket, dre wered ar yenijenn, ar from, an derzhienn prl. Krenañ gant ar riv. Krenañ gant an aon, ar spont. [1850] Krenañ a ra gant e holl izili. Krenañ a ra ma divesker. O dent a grene en o fenn. [1877] Krenañ a rae war e izili... [1925] [...] Bilzig a grene gant an aon. & Trl. kv. Krenañ evel ur barr delioù : krenañ kalz. Krenañ penn ha troad : krenañ kalz. & Dre skeud. Krenañ rak, dirak ub. : kaout aon (di)razañ. [1924] Rak an den eo e krenez ? 2. Dre ast. Horellañ. Krenañ e benn. 3. (db. ar mouezhioù) Na vezañ gouest da chom war an hevelep ton, da zelc'her ingal nerzh e vouezh. E vouezh a grene. B. (db. an traoù, an douar) Bezañ hejet gant un heuliad stroñsadennoù. Emañ an douar o krenañ. II. v.k.e. (en troiennoù db. an dud) 1. Krenañ an oaz*. 2. Krenañ an derzhienn : krenañ gant an derzhienn ha bezañ anat war an den e vezer o krenañ. Ha setu eñ kregiñ da grenañ an derzhienn vras. Krenañ a reas an derzhienn un nebeud devezhioù. & Krenañ anezhi : krenañ kalz. III. Impl. da ak. AR C'HRENAÑ : obererezh krenañ. & (en e furm lies) Tu-mañ ha tu-se e vo krenaioù-douar.

Skouerioù istorel : 
70
Kuzhat roll ar skouerioù

krenañ

1499
Daveenn : LVBCA p126 (trembler ou tremuler)

krenañ gant aon

1499
Daveenn : LVBCA p25, 81, 126 (trembler de paour)

krenañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg frissonner, trembler

krenañ an oaz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg crena (an noaz)

krenañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg trembler

krenañ gant aon e-giz barr delioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg fremir

krenet

1732
Daveenn : GReg pg frissoner (avoir le frisson, pp.)

krenañ gant aon

1732
Daveenn : GReg pg craindre (fort), fremir (trembler de peur)

krenañ an derzhienn

1732
Daveenn : GReg pg fievre (Trembler la fievre)

creneiñ en darhyan

1732
Daveenn : GReg pg fievre (Trembler la fievre, Van.)

An derzhienn a zo bet gantañ, krenet en deus hi.

1732
Daveenn : GReg pg fievre (Il a eu la fievre, il l’a tremblee.)

Emañ an derzhienn ganti, emañ oud he c'hrenañ.

1732
Daveenn : GReg pg fievre (Elle a la fievre, elle l’a [sic, la] tremble)

Krenet en deus ur wech an derzhienn.

1732
Daveenn : GReg pg fievre (Il a eu un accès de fievre.)

krenañ rak aon

1732
Daveenn : GReg pg fremir (trembler de peur)

krenet rak aon

1732
Daveenn : GReg pg crainte (Etre penetré de crainte, pp.), fremir (trembler de peur, pp.)

krenet gant aon

1732
Daveenn : GReg pg fremir (trembler de peur, pp.)

krenañ evel an delioù

1732
Daveenn : GReg pg fremir (trembler de peur)

krenet evel an delioù

1732
Daveenn : GReg pg fremir (trembler de peur, pp.)

krenañ e-c'hiz barr delioù

1732
Daveenn : GReg pg fremir (trembler de peur)

krenet e-c'hiz barr delioù

1732
Daveenn : GReg pg fremir (trembler de peur, pp.)

krenañ

1732
Daveenn : GReg pg frissoner (avoir le frisson)

kreniñ

1732
Daveenn : GReg pg frissoner (avoir le frisson, Van.)

Krenañ a rae kentre ma er gwele.

1732
Daveenn : GReg pg frissoner (Sa seule vûë le faisoit frissonner.)

krenañ gant ar riv

1732
Daveenn : GReg pg greloter

krenañ gant ar riv ken na stlak an dent

1732
Daveenn : GReg pg greloter

krenañ rak aon

1732
Daveenn : GReg pg crainte (Etre penetré de crainte.), fremir (trembler de peur)

krenet gant aon

1732
Daveenn : GReg pg crainte (Etre penetré de crainte, pp.)

Pegement e likit ac'hanon da grenañ !

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, (Que vous me faites trembler ! )

Krenañ a ra gant e holl izili.

1850
Daveenn : GON.II pg kréna (Trembler, être agité, être mu par de fréquentes secousses).

krenañ

1850
Daveenn : GON.II pg daskrén, daskréna

Krenañ a ra gant aon.

1850
Daveenn : GON.II pg gañt (Il tremble de peur.)

Krenañ ar ra gant aon.

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « Il tremble de peur ».

Na c'hwi a laka ac'hanon da grenañ !

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, " Que vous me faites trembler ! "

Krenañ a ran pa ho kwelan o c'houren.

1850
Daveenn : GON.II p.80 (Je tremble quand je vous vois lutter).

An tamm dir a lavar, hep kaout aon na krenañ : / — « Labour az peus kavet ; kaer az po rigouignat / Ha gwaskañ gant da zent, zo lemm a lavarer, / A-raok ma tistago diouzhin-me ur begad, / Nag an disterañ tamm, / Kozh tamm naerig flemmer, / 'Vezint, evel bruzun, torret en da garvan. »

1867
Daveenn : MGK p73

Goulenn a ra, en ur grenañ : / — « Aotrou ar C'hi, mestr ar vro-mañ, / M'en em roan deoc'h, petra a reot-hu din ? » / — « Da lazhañ rin ! » / — « Ha mar tec'han ? » — « Ned i ket pell, / Hag abred e ranki mervel ! »

1867
Daveenn : MGK p113

En-dro dezhañ ur c'hroc'hen leon, / Un azen eus an azenañ, / Evitañ da vout digalon, / A lakae an holl da grenañ.

1867
Daveenn : MGK p61

— « Aiou ! eme an den, petra welan ? Ur spes ! / Euzhusat tra ef-eñ ! E skeud, e skeud hepken / A ra din-me skrijañ ha krenañ gant anken. »

1867
Daveenn : MGK p66

Tad-iou un deiz a lavaras : / – « Kement zo bev-buhez, kerkoulz bihan ha bras, / A c'hell dont dirazon, / Hep krenañ na kaout aon. »

1867
Daveenn : MGK p10

Krenañ a rae war e izili...

1877
Daveenn : EKG.I. p.57

— N’ho pezet ket a aon, Yann Pennorz, n'eo ket Per Kemener eo a greno e zorn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.75

Erwanig, bremañ pa oa aet kuit an hini a lugerne e zaoulagad evel daou gef-tan, a c’hlabouse hag en em bompade. — Pet den n’am eus-me ket klevet oc’h en em fougeal, evel Erwanig, pell diouzh ar Prusianed, ha, dirazo, a grene evel delioù ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.150

Klevet mat a rae e sakrist, mes kaout a rae dezhañ e krene e vouezh ouc’h her gervel. Hag, evit gwir, ar sakrist n’oa ket deuet c’hoazh mat a-walc’h ennañ e-unan hag e chome e c’her e dor toull e c’houzoug.

1877
Daveenn : EKG.I. p.118-119

Chom a ris mantret. Ne ouzon ket pe glaz va morzhed pe yenien an noz a yoa kaoz, en em lakaat a ris da grenañ evel ur bern delioù.

1878
Daveenn : EKG.II p.44

Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanternoazh ha ma krenent gant ar riv er goañv ; n’oa dezho, ouzhpenn, ar c’hregin-mor nemet ur bevañs treut ha difonn, hag he devoa alies plac’h he gouriz arem hag he gougleze poan vras o tanañ, gant ur maen-kailhastr hag un dornad bezhin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar peñseadoù.

1923
Daveenn : SKET p.115

Un Doue gwisket gant kroc’hen ar bleiz, a ouzoc’h holl an anv anezhañ, hec’h engehentas dindan an deliaoueg, — Hag Adaqi he dougas, hag ar bleizi bavet (gant ar riv), war vervel (gant an naon), a davas hag a grenas en amc’houlou. »

1923
Daveenn : SKET p.33

An teir flac’h, gwashoc’h distronket eget biskoazh, o krenañ gant ar skuizhder, en em vriate o divrec’hioù, hag e vanent en o gourvez e-tal an tan peuzvarv.

1923
Daveenn : SKET p.114-115

Setu ar sakrist ha Bilzig : hemañ a grene en e bilhoù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

Rak an den eo e krenez ?

1924
Daveenn : SKET.II p.32

Lakaet en deus Glaoda en e wele ; krenañ a rae gant an aoned [anoued] hag ivez gant ar boan.

1925
Daveenn : BILZ2 p.173

Ac’hanta ! Bilzig, dit da leviat ! Digor da zaoulagad ha frank, paotr. Krenañ a ra da zorn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.107

Mad[a]len a oa krog en e zorn hag a grene evel un delienn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.125

Bilzig ivez, ha koulskoude ar paotr ne oa nag abaf na kabon, pell ac’hane Bilzig a grene gant an aon.

1925
Daveenn : BILZ2 p.125

An daou vugel a grene gant an anoued hag an aon.

1925
Daveenn : BILZ2 p.146

reuziad krenañ

1931
Daveenn : VALL pg accès (de peur)

krenañ

1931
Daveenn : VALL pg branler

An eil diaoul. — « Krenit en ho tizesper ! »

1944
Daveenn : ATST p.56

Hag ar paotr bihan ? Pe anv out, ma mab kaer ? » — « Frañsoù Jafrenoù » emezon-me en ur grenañ hag a vouezh izel.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Goude ar brezegenn-se, ar mestr bras (a grene an holl pa grize e dal), a deurvezas enaouiñ e c’houlaouenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.200

Rak gant an trouz a gleve ha na gleve ket, e oa deuet Mari da gemer aon ha da grenañ.

1944
Daveenn : ATST p.51

Krenañ a reas e zivesker dindanañ.

1944
Daveenn : ATST p.95

Kregiñ e reas ar c'hrenerezh en e zivesker; krenañ a rae, hep ma c'helle mirout.

1949
Daveenn : SIZH p.59

- C'hwi, chomit gant ho kramenn, mar plij ganeoc'h ! Krenet he doa mouezh ar breur Arturo, en ur zistreiñ e flemmadenn d'ar breur Celestino.

1949
Daveenn : SIZH p.44

Ur gambrig kuzh em zi am eus, / Dianav-kaer da gement den, / Ha ma 'z it di, pell diouzh ar reuz, / En abeg deoc'h ne grenin ken.

1960
Daveenn : PETO p25

Dibennet eo ar roue kaezh, / An dispac'herien zo o ren ; / Er c'hêrioù koulz ha war ar maez, / Tud lik ha kloer, an holl a gren.

1960
Daveenn : PETO p28

Keben dall gant ar fallentez ! / Ma c'halon, heuget-holl, a gren. / Kant gwech gwelloc'h ar baourentez / 'Get da vervel[,] lakaat un den.

1960
Daveenn : PETO p31

Kavout a rae din em bije bet da dremen va amzer o c'hwiziñ, ha padal, pa zeu ar mare da vont da azezañ en ti-debriñ, ar "popote" evel ma vezer boas da lavarout du-se, e kavan gras kas ganin va chupenn da wiskañ gant aon da chom da grenañ gant ar riv.

1985
Daveenn : DGBD p33

N'eo ket lammat ha brallañ hepken eo a ra al lestr, krenañ a ra ivez, ar pezh a zo displijus-meurbet.

1985
Daveenn : DGBD p11

Dres e-kreiz e oa un den gourvezet, e gorf gwall c'hliziennet hag o krenañ c'hoazh.

2012
Daveenn : DJHMH p. 73

Krenañ a ra mouezh Vlasopoulos gant al levenez, da grediñ en deus gounezet o c'hoari loto, pezh a ra ingal bep sizhun.

2015
Daveenn : EHPEA p31

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial