Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Stroñsadenn pe heuliad stroñsadennoù feuls pe feulsoc'h a horjell hag a zistumm trumm pluskenn an Douar hag en em led dre wagennoù diwar ur poent kreiz. Pet ha pet kêr zo bet dismantret gant ur c'hren-douar !

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

pa'z eus bet e-leizh a gêrioù isfontet gant ar c'hrenoù-douar, perak tra ne ve ket arru kemend-all gant ar gêr a Iz

1732
Daveenn : GReg pg abyme

kren-douar

1850
Daveenn : GON.II pg krén-douar (Tremblement de terre).

krenoù-douar

1850
Daveenn : GON.II pg krén-douar (Tremblement de terre. Pl.)

krenioù-douar

1850
Daveenn : GON.II pg krén-douar (Tremblement de terre. Pl.)

ur stroñs kren-douar a zo bet santet e Milazzo disul diwezhañ

1906
Daveenn : KZVR Niv. an 9 a viz Kerzu

Krenoù-douar ha liñvadennoù-mor drastus e bro ar Gelted.

1923
Daveenn : SKET p.147 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Terridigezh al lezenn a-berzh meur a hini, avat, pe a-berzh ar vroad a-bezh, a denno war he heul ar c’hastiz-mañ : kolloù, kañvoù, krenoù-douar, dour-beuz, bosenn war dud ha loened, brezelioù-koll, gwaskerezh estren, ha, d’an diwezhañ, dismantr ha marv ar vroad, dilignezadur ha steuziadur ar ouenn (1).

1923
Daveenn : SKET p.52

Ma tro diouto eo dre ma ’z eo an dud-se, e gwirionez, du ha drouk betek mel o eskern, daspugnet m’emañ en o c’hreiz kement gwallnamm a zigas kleñved, digened, dinerzhded, dizunvaniezh, dispac’h, brezel, sklavelezh, koll trevadoù, pore loened, kazarc’h, arne, kren-douar, dour-beuz, marv.

1924
Daveenn : SKET.II p.63

Abegoù mat hon eus da grediñ e vez a-wechoù krenioù-douar er ganol.

1943
Daveenn : TNKN p48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial