Hag e-keit m’edo an Impalaer ken tost din, o verat dibaouez ha marteze hep gouzout dezhañ ur boned kreoñ gwenn astrakan war e varlenn, e vijen bet manet gant va genou digor[-]bras mar bije deut un tenner planedennoù da guzulikat e pleg va skouarn « Sell ouzh hennezh, va faotr, ha sell ervat, rak e gopr e vi gantañ kent na vo pell, ha touiñ a ri war le da vezañ leal da viken en e geñver ».
Met petra ’vern, neb a gav dezhañ eo poent bras krougañ e gi ne van ket pell da sellout daoust ha reut pe rodellek ez eo ar c’hrev anezhañ.
Ken moal e oa hag ur blaisenn, met kement blevenn gouezhet a-ziwar e gokenn a oa moarvat chomet peget ouzh e c’hroñj hag e zivjod, rak dindan erienn [sic, erien] roget e gozh tog ne weled nemet beg e fri, daoulagad tarluch ha krev, va Doue, krev ha krev !...
Ha gortoz ivez ma vije sec'het un tamm e greoñv.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kreoñad