Pellgargañ ar gerioù kar digrougañ diskrougañ krougañ lañs-kroug
kroug
Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignouned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed"
boued ar groug
« Ur gordenn nevez ! ur gordenn nevez ! » a soñje Yann, en ur vont. « Ya ! ur gordenn ganab d’o stagañ ouzh ar groug… »
— « Ha gwelloc’h en deus kavet Herri en em veuziñ eget en em stagañ ouzh ar groug : aesoc’h e oa dezhañ… » — « …Ken sempl ma oa dezhañ ! »
Diwezhatoc'h, pa 'm eus studiet, e komprenis implij an toull-se ; ur c'haran vengleuz e c'hallje bezañ bet, da gentañ ; en amzer ar roue Loeiz Pevarzek, an toull a oa bet talvezet da repu, da guzhiadenn, d'ar Bonedoù Ruz, kenseurted Bastian ar Balp, enklasket gant an Dragoned evit o c'has d'ar groug.
Dour a vere eus meur a lagad o sellout ouzh ar vartoloded-se, diarc’hen, o roched war var o bragoù, ur pikol goulou-koar en o dorn hag en o c’herc’henn ur pennad kordenn, evel torfedourien o kerzhout d’ar groug, hag i o kanañ, e galleg evel-just : Saint Yves, notre Père, Toi que nous implorons…
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kroug-