I.
v.k.e. (db. an dud, al loened)
1. Ispilhañ, istribilhañ.
Mont a ran d'e grougañ.
2. Ent strizh
Lazhañ ub. ouzh e lakaat e-skourr ouzh ur gordenn ereet en-dro d'e c'houzoug.
Krouget eo bet ouzh ur wezenn.
[1878] me a ya d’her c’hrougañ, hag, e-pad ma vezo a-ispilh, en devezo amzer da c’houzout ne reer ket en aner goap eus a ur c’habiten republikan.
&
Trl. skeud.
Me a vo krouget 'ta ma n'eo ket gwir ! : n'emaon ket o livañ gevier.
II.
v. em.
EN EM GROUGAÑ : en em lazhañ dre en em lakaat e-skourr ouzh ur gordenn ereet en-dro d'ar gouzoug.
Petra ma Doue ! ez eo en em grouget !
Daveenn :
LDJM.1
pg (e) taill (ema da veza crouguet)
krougañ
crouga
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg pendre
bezañ e-tailh da vezañ krouget
beza ê tailh da veza crouguet
1732
Daveenn :
GReg
pg fortune (Courir fortune d'être pendu.)
krougañ ouzh
crouga ouc'h
1732
Daveenn :
GReg
pg appendre
krouget
crouguet
1732
Daveenn :
GReg
pg appendre
krougañ patrom, patram
crouga patrom, patram
1732
Daveenn :
GReg
pg effigier (prendre par effigie, ou, en effigie)
nezañ e gordenn evit e grougañ
neza e gordeñ evit e grouga
1732
Daveenn :
GReg
pg filer (Filer sa corde)
bet e-tailh da vezañ krouget
bet ê tailh da veza crouguet
1732
Daveenn :
GReg
pg fortune (Courir fortune d'être pendu, pp.)
Un tavarnier en em groughe kent egit ma vankhe da farlotiñ e win.
Un tavarnyer èn hem groucqé qent eguit ma vancqé da farloti e vin.
1732
Daveenn :
GReg
pg frelater (Un cabaretier se pendroit plûtôt qu'il n'eût frelaté son vin.)
Un tavarnier en em groughe kent egit ma vankhe da gemmesk e win.
Un tavarnyer èn hem groucqé qent eguit ma vancqé da guemesq e vin.
1732
Daveenn :
GReg
pg frelater (Un cabaretier se pendroit plûtôt qu'il n'eût frelaté son vin.)
Dare eo bet dezhañ bezañ krouget.
Dare eo bet dezañ beza crouguet.
1732
Daveenn :
GReg
pg friser (Il a frisé la corde.)
An Normant a oa kaset d'ar potañs ha krouget outañ, siwazh dezhañ.
An Ormand a yoa caçzet dar potañçz, ha crouguet outâ, siouaz dezañ.
1732
Daveenn :
GReg
pg gibet (Le Normand fut mené & pendu au gibet.)
Dare eo bet dezhañ bezañ krouget.
Dare eo bet dezâ beza crouguet.
1732
Daveenn :
GReg
pg hazard (Il a couru hazard d'être pendu.)
Bez' emañ bet e-tailh da vezañ krouget.
Bez'ez ma bet ê tailh da veza crouguet.
1732
Daveenn :
GReg
pg hazard (Il a couru hazard d'être pendu.)
krougañ oc'h ur wezenn
crouga ouc'h ur vézen
1732
Daveenn :
GReg
pg brancher (pendre à un arbre un soldat, ou un vagabond)
krouget oc'h ur wezenn
crouguet ouc'h ur vezeñ
1732
Daveenn :
GReg
pg brancher (pendre à un arbre un soldat, ou un vagabond)
krougañ ur re e patrom
crouga ur re ê patrom
1732
Daveenn :
GReg
pg effigier (prendre par effigie, ou, en effigie)
Ne grougin ket Richad na nep den all ebet : Komandit din traoù all hag e voc'h servijet.
Ne grouguin qet Richad na nep den all ebet : Commandit din traou all hac evoc'h servichet.
1848
Daveenn :
BPMe
p292
Krougit an dra-mañ ouc'h ur wezenn.
Krougid ann drâ-mañ ouc'h eur wézen.
1850
Daveenn :
GON.II
pg krouga (Pendez ou suspendez ceci à un arbre).
krouget
1850
Daveenn :
GON.II
pg krouga (Pendre, attacher une chose en haut par une de ses parties, de manière qu'elle ne touche point en bas. Suspendre. Attacher un criminel à une potence, pour l'étrangler. - Anciennement, crucifier HV. Part.)
Ouc'hpenn ugent vloaz zo na grouger mui e Bro-C'hall.
Ouc'h penn ugeñt vloaz zô na grougeur mui é Brô-C'hall.
1850
Daveenn :
GON.II
pg krouga (Il y a plus de vingt ans qu'on ne pend plus en France). ).
krougañ
krouga
1850
Daveenn :
GON.II
pg krouga (Pendre, attacher une chose en haut par une de ses parties, de manière qu'elle ne touche point en bas. Suspendre. Attacher un criminel à une potence, pour l'étrangler. - Anciennement, crucifier HV.)
Neuze ne vent gwelet o vont d'en em grougañ, / D'en em veuziñ er mor, pe da en em lazhañ, / Da gas, en ur ziskouez n'o deus skiant na kalon, / O ene d'an ifern hag o c'horf d'ar c'hontron.
Neuze ne vent gwelet o vont d'en em grouga, / D'en em veuzi er mor, pe da en em laza, / Da gas, enn eur ziskouez n'ho deuz skiant na kaloun, / Ho ene d'ann ifern hag ho c'horf d'ar c'hountroun.
1867
Daveenn :
MGK
p67
Ne chomfe ket gant kalz a dud o buhez Ma ve krouget an holl laeron
ne choumfe ket gant kalz a dud ho buez Ma ve krouget an holl laeroun
1867
Daveenn :
MGK
p26
Daoust ha Judaz ha ne voe ket kaset gantañ d’en em grougañ kerkent ha m’en doa graet e daol trubarderezh.
Daoust ha Judaz ha ne oue ket kaset ganthan d’en em grouga kerkent ha m’en doa great he daol trubarderez.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.86-87
Me a ya da ober berroc’h tro, ha kalz didrousoc’h ; me a ya d’her c’hrougañ, hag, e-pad ma vezo a-ispilh, en devezo amzer da c’houzout ne reer ket en aner goap eus a ur c’habiten republikan.
Me a ia da ober berroc’h tro, ha kalz didrousoc’h ; me a ia d’her c’hrouga, hag, epad ma vezo a ispill, en devezo amzer da c’houzout ne rear ket enn aner goap euz a eur c’habiten republikan.