Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud) Taol lagad war ub., udb. Ober lagadenn : sellet gant c'hoant ouzh udb., ub. Pa veze war e varrikenn / d'ar merc'hed e rae lagadenn. II. (db. an traoù) 1. Kelc'henn vetal pe zanvez all. Ul lagadenn eus ar chadenn. HS. mailh, mell. & Trl. Lagadenn dor : kelc'henn vetal stag ouzh un nor a dalvez da skeiñ da c'houlenn digor. & Lagadenn ur gordenn : doare kelc'h e penn ur gordenn. Santout a rae lagadenn ar gordenn o serriñ en-dro d'e c'houzoug. & Gwalenn, ruilhenn. Ouzh e skouarn e oa ul lagadenn aour. & Trl [1732] Lagadenn ur c'hloc'h. 2. (db. ar bizeier) [1732] Toullig ma lakaer ar maen prizius. Lagadenn ur bizoù. HS. lagad. 3. Klogorennad aer a sav war-c'horre an dour pa vez glav. & Trl. [1659, 1732] Lagadenn dour : klogorenn. 4. (db. ar bannoù treset) Takad bevennet gant ul linenn m'emañ skrivet komzoù an tudennoù. Lagadennoù Tintin. 5. RANNYEZH Bann sklêrijenn. Lagadenn an heol. 6. (db. ar rouedoù) Pep hini eus an digoroù zo etre neudennoù ur roued. HS. lagad. 7. (db. ar plant) Broñsenn pe gellidenn nevez-tarzhet. Lagadennoù tener ar gwez-per. HS. lagad.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

lagadenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bouteille sur l'eau

lagadenn an heol

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rayõ (du soleil)

lagadenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg raion

lagadenn dour

1732
Daveenn : GReg pg ampoule (petites bouteilles pleines de vent qui se font sur l'eau quand il pleut).

lagadennoù

1732
Daveenn : GReg pg anneau

lagadenn ar forc'h

1732
Daveenn : GReg pg fourche (La doüille d'une fourche.)

lagadennoù dour

1732
Daveenn : GReg pg ampoule (petites bouteilles pleines de vent qui se font sur l'eau quand il pleut. p.)

lagadenn un alc'hwez

1732
Daveenn : GReg pg (l'anneau d'une) clef

lagadenn ar wigadenn

1732
Daveenn : GReg pg charrue (l'oeillet de cette chaîne ou entre la latte)

lagadenn

1732
Daveenn : GReg pg anneau, boucle (de porte, anneau de fer attaché, qui sert pour heurter), cercle (anneau de fer à une muraille pour y attacher les chevaux, ou, à un quai, pour y amarrer un vaisseau), chaisnon (boucle, ou, anneau de chaisne)

lagadenn ur bizoù

1732
Daveenn : GReg pg anneau

lagadennoù

1732
Daveenn : GReg pg boucle (de Cavalles), (de porte, anneau de fer attaché, qui sert pour heurter), cercle (anneau de fer à une muraille pour y attacher les chevaux, ou, à un quai, pour y amarrer un vaisseau), chaisnon (boucle, ou, anneau de chaisne)

lagadenn dor

1732
Daveenn : GReg pg boucle (de porte, anneau de fer attaché, qui sert pour heurter)

lagadennoù dor

1732
Daveenn : GReg pg boucle (de porte, anneau de fer attaché, qui sert pour heurter)

lagadenn houarn

1732
Daveenn : GReg pg cercle (anneau de fer d'une muraille pour y attacher les chevaux, ou, à un quai, pour y amarrer un vaisseau)

lagadennoù houarn

1732
Daveenn : GReg pg cercle (anneau de fer d'une muraille pour y attacher les chevaux, ou, à un quai, pour y amarrer un vaisseau)

lagadenn chadenn

1732
Daveenn : GReg pg chaisnon (boucle, ou, anneau de chaisne)

lagadennoù chadenn

1732
Daveenn : GReg pg chaisnon (boucle, ou, anneau de chaisne)

lagadenn ur c'hloc'h

1732
Daveenn : GReg pg beliere (anneau qui sus pend le batant d'une cloche)

lagadennoù kleier

1732
Daveenn : GReg pg beliere (anneau qui sus pend le batant d'une cloche)

s).

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lagaden-zour (Ondulation, mouvement des ondes).

lagadenn an alc'hwez

1850
Daveenn : GON.II pg alc'houez (L'anneau de la clef).

lagadenn

1850
Daveenn : GON.II pg lagaden

lagadennoù

1850
Daveenn : GON.II pg lagaden

lagadenn alc'hwezioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lagaden (-alc'houésiou)

lagadenn zour

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lagaden-zour (Ondulation, mouvement des ondes).

lagadennoù dour

1850
Daveenn : GON.II.HV pg lagaden-zour (Ondulation, mouvement des ondes. Pl.)

Mes ar falc’h n’oa ket lezet evel ma vez pa’z eer da falc’hat ar foenn d’ar foennog ; troet e oa he lagadenn dezhi, hag evel-se ec’h en em gave al lamenn a-eeun gant an troad ; heñvel e oa ouc’h un heskenn-brad, nemet m’oa hiroc’h ha pounneroc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.273

lagadenn

1909
Daveenn : BROU p. 390 (signifie aussi noeud coulant)

Ar paourkaezh loen a ouie diskouez anaoudegezh-vat d'ar re a roe dezhañ tammoù askorn [sic], skolpennadoù minvig soubet el lipig, buzhug kleuz fritet mesk-ha-mesk gant aouravaloù-karantez, farz, bannac'hoù soubenn leun a lagadennoù rous.

1929
Daveenn : SVBV p6

lagadennoù kloc'h

1931
Daveenn : VALL pg bélière

lagadenn gloc'h

1931
Daveenn : VALL pg bélière

lagadenn

1931
Daveenn : VALL pg anneau (boucle), boucle

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial