lart
lartoc'h
Ken lart, ken teuc’h e oa Carlos II m’ho pije gallet tennañ dioutañ danvez d’ober daou Fallières, daoust ha ne oa ket hon Aotrou eus an torad treutañ.
Dre ma 'z oa ur minor rik, savet e voe gant e dintin Mari-Job Derrien, ur vaouez ken lart hag ur vlonegenn ha mat-tre ar stal ganti, met daoust da se, tost-daonet.
N’eus forzh, teurel fed a reas ouzh ar micherour didra merc’h an embreger, un Aotrou pinvidik-tre eus Lanuon : « Hennezh a vo va fried ! » eme ar vaouez-se, ur gozh plac’h yaouank lart ha ken divalav ma tlee hec’h ael mat skuilh daeroù kel lies [kellies] tro ma selle outi, ha c’hoazh war ar marc’had e plije dezhi he banne.
Diwarno eo e vev dreist-holl ar moc'h-gouez d'ar mare-bloaz, ha morse ne vezont lartoc'h.