Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) A gav mat ar meuzioù blazet-mat. Ur beg lipous. Un den lipous. [1955] Dre eurvad e oa e penn ar sal un doare lec’h-pred gant bitailh a bep seurt, rak aotre hor beze evelkent da zebriñ ha d’evañ pep hini diouzh e c’hoant : gwestell, pastezioù, keuz, ponsined, vioù, joskenn ha kilhevardon all, sturjed ar stêr Volga, ha kaviar sof-kont ha marc’had-mat a-walc’h, kaviar ruz, melen, louet ha du, ar saourusañ hini diouzh klevout ar re lipous. 2. (db. ar boued) Saourus, a zedenn an dud dre e vlaz, dre ar c'hwezh taolet gantañ. Banvezioù lipous. Kempenn meuzioù lipous. Kaout un tamm lipous da bred. HS. c'hwek. 3. (db. an hentoù) Riklus. N'eus forzh pegen lipous e vije an hent, ret e oa mont memes tra.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

lipous

1659
Daveenn : LDJM.1 pg friand

lipous

1732
Daveenn : GReg pg friand (friande, qui aime les morceaux délicats & bien assaisonnez)

lipous

1850
Daveenn : GON.II pg lipouz (friand, agréable au goût. délicat. friand, qui aime les bons morceaux), pg pitoul.

Traoù lipous en deus roet deomp.

1850
Daveenn : GON.II pg lipouz (il nous a donné des choses délicates, friandes).

N'eo ket kel lipous ha c'hwi.

1850
Daveenn : GON.II pg lipouz (il n'est pas aussi friand que vous).

Astenn a ra he diweuz lipous davet genou ar breur Arturo : « Querido ! » emezi, ha n'eo ket ar breur Arturo evit tec'hout.

1949
Daveenn : SIZH p.52

Dre eurvad e oa e penn ar sal un doare lec’hpred [lec’h-pred] gant bitailh a bep seurt, rak aotre hor beze evelkent da zebriñ ha d’evañ pep hini diouzh e c’hoant : gwestell, pastezioù, keuz, ponsined, vioù, joskenn ha kilhevardon all, sturjed ar stêr Volga, ha kaviar sof-kont ha marc’hadmat [marc’had-mat] a-walc’h, kaviar ruz, melen, louet ha du, ar saourusañ hini diouzh klevout ar re lipous (1).

1955
Daveenn : VBRU p.34

'Palatat emañ-eñ, Ken ingal ha plaen, 'Vit na teu an tre, Da ruilhal ar maen, Ar vilienn rous He gwiskad lipous.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Ofis publik ar brezhoneg