I.
Danvez louet (II 1) a ya foueennoù munut d'e ober, a sav war ar bouedoù, war mogerioù diabarzh ar savadurioù gleb ha bac'h an aer enno.
C'hwezh al loued zo gantañ.
II.
1. Liv zo anezhañ ur meskad a wenn hag a zu.
2. Danvez, liñvenn louet a dalvez da livañ.
3. E LOUED : gant liv, gant dilhad louet.
O livet am eus e loued. Gwisket e oa e loued.
HS. griz.