louet
Saig Jelvest, ar c’habiten, a oa ur gwaz, ma oa unan : un den a c’hwec’h troatad, ledan e c’hoûg ; e zaouarn, div c'holvazh ; a-blom war e dreid, e ziv votez-koad, hep gaou, a oa heñvel eus div laouer-doaz ; e benn, ront ha moal evel ur vilienn, a oa garlantezet a vlev, ruz gwechall, dislivet bremañ, ho pije lavaret livet gant dour soavon ; e fri ledan a oa frank-digor ; ha dindan e ambrankoù louet ha druz, daou lagad bihan a skede lemm gwer-c’hlas, siket don gantañ en e benn.
Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.
melen-louet
Azen louet ar gouent en em lakaat da hinnoal.
Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.
Ha troc'hañ a reas hent a rampadennoù bras davet an iliz, hed-ha-hed trepasioù hir louet ar manati.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
louet-gell