I.
V.g.
A.
1. Bezañ gwallet gant ul louedenn, louedennoù.
Deuet eo ar bara da louediñ. Louediñ a ray ar speurinier mar ne lezit ket an aer da vont en ti.
2. Dre ast. (db. an traoù)
Chom hep bezañ implijet.
Da betra o lezel da louediñ ?
&
(db. an arc'hant)
Chom hep bezañ postet.
Lezel a ra e arc'hant da louediñ war e gont. Daou-ugent mil lur o louediñ em sac'h.
3. Dre skeud. (db. an dud)
Chom hep ober netra, koll amzer.
Diwall da louediñ ha da verglañ, rak an diegi a zebr an den. Ne blij ket din chom da louediñ.
4. Pemdez
Chom dizimez.
Louediñ e-unan en e gozhni.
B.
1. (db. blev an dud, al loened)
Dont louet.
[1954] Krog e oa e varv hag e vlev da louediñ, rak dougen a rae ar c’holier glas abaoe tri bloaz warn-ugent pe ouzhpenn, ha daoust da se e vane bepred martolod a eil renk, hep galoñs na « brevet » [...].
HS. glazañ.
2. Dre ast.
Teñvalaat.
Emañ an abardaez o louediñ.
II.
V.k.e.
Lakaat udb. da vezañ louet.
Dre ma teue an oad da louediñ o blev.
Daveenn :
GReg
pg blanchir (devenir blanc, devenir vieux), chansir (moisir, parlant des confitures, du pain, du fromage).
louedet
louédet
1850
Daveenn :
GON.II
pg louédi (moisir. se moisir. se chancir. Part.)
Gant an amzer-se e louedo ar bara.
Gañd ann amzer-zé é louédô ar bara.
1850
Daveenn :
GON.II
pg louédi (par ce temps-là, le pain moisira).
louediñ
louédi
1850
Daveenn :
GON.II
pg louédi (moisir. se moisir. se chancir), luannein
Krog e oa e varv hag e vlev da louediñ, rak dougen a rae ar c’holier glas abaoe tri bloaz warn-ugent pe ouzhpenn, ha daoust da se e vane bepred martolod a eil renk, hep galoñs na « brevet », ur spered besk anezhañ, ganet moarvat ur sadorn d’an noz, hag evel ma lavarfe Paotr Juluen, Doue d’e bardono : Ne ouie na skrivañ na lenn, / Netra nemet diwall e reor diouzh ar c’hwenn [c'hwen].