Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tamm traoù lipous, bihan ha livet, graet gant siros sukr ha frouezh. Madigoù evit ar vugale. Ur pakad madigoù. DHS. lima. 2. Meuz saourus. Ar pesk-mañ, o ar madig !

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

madig

1732
Daveenn : GReg pg (du) bon (-bon pour les enfants)

gounit gant madigoù

1732
Daveenn : GReg pg affriander

madig

1732
Daveenn : GReg pg douceurs (qu'on donne aux enfants)

madigoù

1732
Daveenn : GReg pg (du) bon (-bon pour les enfants), douceurs (qu'on donne aux enfants)

madig

1850
Daveenn : GON.II.HV pg madik (dragée, fruit couvert de sucre).

madigoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg madik (dragée, fruit couvert de sucre. Pl.)

madigoù

1850
Daveenn : GON.II pg madigou (s. m. pl. terme enfantin, qui vaut le français "bonbon", "nanan", etc. Madigou est le plur. de l'inusité "madik", diminutuf de "mâd", bon).

Ar marvailhoù a zo heñvel ouzh madigoù, / A zo koulz d'ar re gozh ha d'ar vugaleigoù.

1867
Daveenn : MGK p4

— En em gavet, / Logodenn gêr he c'has raktal / D'ar gegin, d'ar solier, d'ar sal, / Leun a vadigoù, a vleud flour, / Traoù mat-distailh n'en deus ar paour.

1867
Daveenn : MGK p127

madig

1931
Daveenn : VALL pg bonbon

madigoù

1931
Daveenn : VALL pg bonbon

'[H]ed ar pred e veze evet sistr ha gwin, goustadik da gentañ, gant ober tammoù « komplimañchoù », hardishoc'h goude an anduilh a zigase sec'h, lipr-ha-lipr gant ar rost ; skarzhet ar gwer en ul lonkadenn gant ar madigoù[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p26-27

Me 'm boa plijadur ma gwalc'h e marc'had Kallag, rak ma mamm a brene din bepred madigoù ha c'hoarielloù.

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Koulskoude, Ar Roc'h ha me a dapas al lec'h kentañ en o grasoù mat abalamour ma oamp kolejianed, ec'h ouiemp kontañ marvailhoù e galleg flour, hag hor boa arc'hant da baeañ dezho madigoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p47

Digoret he doa Palmira he sac'h-dorn, ha turlutat a rae a-zevri e-touez boestig ar bleud c'hwez[h]-vat, ar melezourig, ar vazhig ruz livañ an diweuz, an alc'houezioù, ar pochad madigoù, hag an holl velbiachoù merc'hed.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Notennoù studi

Ouzhpennet e oa bet ar furm unan "madik" e geriadur ar Gonideg gant Kervaker. Gant ar Gonideg ne oa bet lakaet nemet ar furm lies. Hervezañ ne veze ket graet gant ar furm unan ("Madigou est le plur. de l'inusité madik").

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial