Va den, c’hwi hoc’h eus kaset meur a hini da Varadoz an Aotrou Doue ; c’hwi ivez 'ta a oar penaos e ranker en em lakaat evit mervel evel ma’z eo ret ; c’hwi hoc’h eus un aer vat, evidoc’h da gaout ur vicher zivalav ; ha bezañ ho pefe ar vadelezh da ziskouez din petra da ober, penaos en em lakaat evit kaout taol ar marv ? — O ! Ya-da. N'eo ket diaes ho kenteliañ.
Evel ma ouzon dre anaoudegezh vat penaos Bilzig, eus e hanv Y. Tanguy, a zo bet ur paotr mat evit e vamm Izabel, evel ma eo bet atav evidon ur martolod mat hag un den a-zoare hag a skiant-vat, e fell din reiñ dezhañ va holl feadra evit hen skoazellañ, evit reiñ dezhañ ar sikour en devo ezhomm evit kendelc’her da vezañ un den fur, un den a vadelezh, evit ma teuio da vezañ ur gwaz, talvoudek d’e dud ha d’e vro.
Un azen yaouank e oa, ha ken hir, ken fonnus, ken start e trompilhas e joa-bevañ : madelezh ar peuriñ, ha levenez heol an abardaez e natur Doue, ma voe stad en iliz kozh moredet en he zeñvalijenn.
Edo, kofesour a-raok ar velegiezh, o vont marteze da glevout anzavioù un ene trubuilhet, ha d'e frealziñ gant madelezh.
- Ur servij a bouez bras am eus da c'houlenn diganit, Sezni. Va devezh diwezhañ eo diskenn en iliz. Bez [sic] ar vadelezh da vont, fenozh [sic], em flas, d'ober un taol-skub d'an chantele, ha da ziboultrennañ an aoterioù ! - A wir galon vat ! Mont a rin, sur...
Lavarit din ’ta piv a skuizhfe o parañ e selloù war gêr Naplez gant he gwiad straedoù strizh, he ziez o krapal a-serzh adalek traoñ ar porzh betek lein ar menezioù ma spurmanter warno gwez siprez gweet ha krommet gant ar seizh avel war-du an donvor, evel tud a feiz daoubleget da drugarekaat an Aotrou Doue evit kened ur bed en deus bet ar vadelezh da grouiñ.
Dalc’het am eus koun eus ur son ma veze niveret enni madelezhioù an Aotrou Doue e-keñver kement tra krouet gantañ, ha setu penaos e teue gant Job : Au vautour, il donna l’espace…
O vezañ n’anaveze houmañ den ebet e Brest, setu ma c’houlennas digant ur marc’hadour kaol eus Rosgo o veajiñ ganti en tren, daoust ha n’en divije ket ar vadelezh da lavarout dezhi pelec’h kaout un ostaleri vat a-walc’h, met diouzh he yalc’h.
Darn o klask va frealziñ a skoe goustadik war va skoaz, darn all, ampartoc’h c’hoazh, a stage da huanadiñ pe da satouilhat ne ouien ket petra a-zivout madelezh an Aotrou Doue.
Ar boaz da gaout profoù digant ar re wenn, da vezañ sellet outo gant madelezh gant ar Gouarnamant evit ma vo sentet ouzh an urzhioù, ha dreist-holl dastumet an tailhoù, a laka re alies ar pennoù-se da c'hwezañ gant al lorc'h ha gant ar c'hoant gounit.
Aes a-walc'h e oa evit an Ao. Utterson, a dra sur, o vezañ ma eztaole nebeut-tre e drivliadoù, ha gant e vignoned zoken e hañvale e zarempredoù bezañ soliet war an hevelep madelezh c'hougemerus.
Arru omp skuizh o welet ar bed renet gant an arc'hant : pinvidigezhioù ar blanedenn laeret da viken, tud mistri war dud all, an aer hag ar morioù saotret, spesadoù loened o vont da get peogwir int bet pesketaet pe chaseet betek re, lies[s]eurted an natur taget, ar baourentez oc'h astenn, toulloù-bac'h ha doareoù eveshaat niverusoc'h-niverusañ, brezelioù evit mestroniañ ar c'hailhegoù hag an eoul-maen, an direizhder hag an dismegañs oc'h astenn, an embregerezhioù prevez o lakaat o c'hrabanoù war madelezh an holl, an deskadurezh, ar yec'hed, an anneziñ, an douar paneveken... N'houllomp ket bezañ kengiriek deus an holl draoù-se a ra poan dimp.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
madelezhus