Evel-se eo ez a da goll / Ar garantez dre ar bed-holl, / Ha, gant karantez ar galon, / E kouezh pep vad en ur mor don / Ne zislonko, gant an amzer, / Nemet pense dioc'h ar reier, / Nemet kleñved divronn estren, / Nemet alies danvez gwall den, / Danvez grweg fall, danvez muntrer / Digant magerez deut d'ar gêr.
E-keit ma 'z oa he fried o vale bro war vor, ha kerkent ha ma voe didonet va mamm - ur bennhêrez ivez ! - e tegouezhas da Soaz Sapeur mont da vagerez d'an Treou [sic, an Trev] da gastell Koatriou.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
Magerez