1. Oberiadur marellañ.
2. Hollad traoù, tarchoù a bep seurt liv lakaet kichen-ha-kichen.
Ar melion hag ar bokidi-laezh a rae ur marelladur splann gant liv glas-gwer ar geot. Marelladur ar stered.
3. Ent strizh
Oberenn graet gant pezhioù bihan, anezho maen pe koad, dezho livioù ha mentoù disheñvel, evit kinklañ ur c'horreenn.
DHS. mareil.
HS. mozaikenn.
4. Dre skeud.
Hollad elfennoù disheñvel lakaet kichen-ha-kichen.
Ur marelladur pobloù.
5. Kleñved degaset gant garvevien a dag plant gounezet zo.
Ur blantenn vutun taget gant marelladur ar butun.