Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) En em ro d'ar velkoni. Na vezit ket melkonius. 2. A dro an dud d'ar velkoni. Ar goañv melkonius. [1954] Bremañ 'vat, diwar an deiz ma krogas merc’h Thompson da vale bro ganimp, bep sul ma vezemp eoriet en ur porzh bennak e teue un den santel, beleg pe vanac’h, war vourzh, ha kanañ a rae dimp an oferenn, goude ur sonadenn gant ar c’hornioù hag an taboulinoù, unan eus ar re velkoniusañ am eus biskoazh klevet. [1954] [...] hag evel un heklev damvouget e kleven neuze soroc’h an dour ouzh ar garreg, koagadenn ur vran strafuillhet, pe vouskan melkonius ur paotrig-saout o vesa e loened e lanneg Kerdeozer…

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha, ma kleve un trouz bennak, e oa klemmoù hir an avel e gwez avaloù al liorzh, hag ar gaouenn gant he galvadennoù melkonius e koadoù Troboa.

1944
Daveenn : ATST p.54

Bremañ 'vat, diwar an deiz ma krogas merc’h Thompson da vale bro ganimp, bep sul ma vezemp eoriet en ur porzh bennak e teue un den santel, beleg pe vanac’h, war vourzh, ha kanañ a rae dimp an oferenn, goude ur sonadenn gant ar c’hornioù hag an taboulinoù, unan eus ar re velkoniusañ am eus biskoazh klevet.

1954
Daveenn : VAZA p.97-98

Pet ha pet gwech, pa vezen e pell-pellañ diouzh Priel, e Rusia da skouer, e tegouezhe din adwelout, ha zoken en deñvalijenn ha serret ganin va daoulagad, an draonienn digenvez-se hag he stêr vorgousket, hag evel un heklev damvouget e kleven neuze soroc’h an dour ouzh ar garreg, koagadenn ur vran strafuillhet, pe vouskan melkonius ur paotrig[-]saout o vesa e loened e lanneg Kerdeozer…

1954
Daveenn : VAZA p.115-116

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial