Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Unanenn hed kozh a dalveze war-dro daou gantimetr hanter. Daouzek meutad a oa en un troatad. Ur plankenn ur meutad tevder. [1954] Bez' e veze en e gerc'henn ur pezh kolier lem-laka, dek meudad dezhañ, ha war e benn un tog, foñs hir gant ur bern seizennoù ruz, glas, ha me oar o tivilhañ hag o fraoñval a-youl ar pevar avel. [1954] Gant daou veudad ouzhpenn war e vent, kolladenn ar merc’hed e vije bet, met a-drugarez Doue ne veze ket gwall dechet da c’hoari loupenn [...]. 2. Unanenn hed a vez implijet e Bro-Saoz hag e meur a vro all, a dalvez 2,54 cm.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

meudadoù

1850
Daveenn : GON.II pg meûdad ou meûtad (pincée, la quantité de quelque chose que l'on prend avec le pouce et un autre doigt. pouce, mesure qui fait la douzième partie d'un pied. Pl.)

meutadoù

1850
Daveenn : GON.II pg meûdad ou meûtad (pincée, la quantité de quelque chose que l'on prend avec le pouce et un autre doigt. pouce, mesure qui fait la douzième partie d'un pied. Pl.)

meutad

1850
Daveenn : GON.II pg meûdad ou meûtad (pincée, la quantité de quelque chose que l'on prend avec le pouce et un autre doigt. pouce, mesure qui fait la douzième partie d'un pied).

metad

1850
Daveenn : GON.II pg meûdad ou meûtad (pincée, la quantité de quelque chose que l'on prend avec le pouce et un autre doigt. pouce, mesure qui fait la douzième partie d'un pied. en Vannes, "médad" ou "métad").

meudad

1850
Daveenn : GON.II pg médad, pg meûdad ou meûtad (pincée, la quantité de quelque chose que l'on prend avec le pouce et un autre doigt. pouce, mesure qui fait la douzième partie d'un pied), meûdaden

medad

1850
Daveenn : GON.II pg médad (voyez "meûdad"), pg meûdad ou meûtad (pincée, la quantité de quelque chose que l'on prend avec le pouce et un autre doigt. pouce, mesure qui fait la douzième partie d'un pied. en Vannes, "médad" ou "métad").

E penn eben edo an Aotrou de Kersaozon, eus a vaner Trodibond, pemp troatad ha seizh meutad, blev brun war e benn, hag, en e dal, daoulagad c’hlas hag a verve dirak soudarded Canclaux.

1878
Daveenn : EKG.II p.142

meutad

1909
Daveenn : BROU p. 399 (pouce)

C’hoant he doa sevel al liñser ha sellout, ha gouzout betek pelec’h e oa deut ar sklerijenn ; mes ne grede ket sevel al liñser ur meutad nag un hanter meutad, nag un dekved eus ur meutad.

1944
Daveenn : ATST p.53

Job. — « Ur puñs a bemp kant troatad. » Lom. — « Ur puñs a[]bemp mil meutad. » Job. — « Ur puñs don ha leun a zour. » Lom. — « Furchadeg bloaz evit kant den dilabour. »

1944
Daveenn : ATST p.46

Bez' e veze en e gerc'henn ur pezh kolier lem-laka, dek meudad dezhañ, ha war e benn un tog, foñs hir gant ur bern seizennoù ruz, glas, ha me oar o tivilhañ hag o fraoñval a-youl ar pevar avel.

1954
Daveenn : VAZA p.21

Bez’ e oa e[-]pign ouzh e c’houriz un tammig gourgleze a daou veudad, met mar bije bet gantañ ur sabrenn evel hini an ofiserien ouzh e ambroug, kalz brasoc’h egetañ e vije bet ar benveg-se.

1954
Daveenn : VAZA p.132

Gant daou veudad ouzhpenn war e vent, kolladenn ar merc’hed e vije bet, met a-drugarez Doue ne veze ket gwall dechet da c’hoari loupenn : bezañ gwisket kerkoulz hag un ofisier, evañ sof-kont hag ober chervad evit netra, se ’vat ne lavaran ket.

1954
Daveenn : VAZA p.176-177

Ofis publik ar brezhoneg