Laouen-meurbet Janedig : seblantout a rae dezhi penaos e oa bet krouet ha ganet evit bezañ pinvidik, evit azezañ eus [ouzh] taol gant ar markizezed, evit debriñ meuzioù aozet gant ur mestr-keginer, evit bezañ servijet en pladoù arc’hant gant mitizhien aketus, soupl a gorf hag a spered evit ober he holl c’hoantegezhioù.
Ha goude d’he bro bezañ hini ar meskl hag an istr, ne ouie ket petra ’oa ar meuz a veze an deiz-se kement a skrap warnañ, rak evit doare n’eus ket ar seurt kregin war-dro Rochefort.
Mignoned ho poa pedet. Prientet ho poa un nebeud lipouserezh. En aner hoc'h eus gortozet ho mignoned. Deuet ez eus tud all diwezhatoc'h, ha lipet ar meuzioù fin. Erfin e tegouezh ar reoù pedet. Ne oa mui nemet restachoù. Na kasaus eo evidoc'h !
Ar meuz a zo eus ar c'hwekañ hag a walc'hje ur galon digoroc'h eget ma hini.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
meuz-boued