I.
V.k.e.
Magañ.
Eno e lakaas mezhur ha desevel e vab. Mezhur an deñved. Edo e Leon o vezhur : o vezañ maget.
&
Dre skeud.
Mezhur o ene gant soñjoù mat.
II.
V. em.
EN EM VEZHUR : en em vagañ.
En em vezhur a rin gant ur boued na vank james.
HS. bevañ, boueta.
EVEZH.
"Mezhur" a vez implijet en e furm anv-verb hepken.
Evel ma oa kozh-mat ma mamm p'he doa bet ac'hanon e oan fiziet da vezhur -da vagañ- en ur gemenerez gwreg d'un houarner-kezeg Laou Skourvil e anv, se 'zo kaoz ne veze graet nemet Jann Laou anezhi.
Evel ma oa koz-mat ma mamm p'he doa bet ac'hanoun e oan fiziet da vezur -da vaga- en eur gemenerez gwreg d'eun houarner-kezeg Laou Skourvil e ano, se 'zo kaoz ne vije graet nemet Jann Laou anezi.
1944
Daveenn :
EURW.1
p7
Notennoù studi
Gregor (1732) a ro "maguet (maget)" evel anv-gwan-verb "mezhur".