Job a stouas e benn, mezhus. — « Ha n’it ket da sistra ! » a lavaras dezhañ e vamm.
- Amen ! a respontas ar vaouez, evel en derc'hent. Ha mousc'hoarzhin a reas adarre, evel en derc'hent. - Erru an eur ! eme al lean yaouank, - Poent eo mont !... Hag eñ, ha mousc'hoarzhin ivez, lentik ha mezhus...
Ur pennad goude, ha setu ni dija o ruzañ e-kreiz ur rakkêr baour ha mezhus a-walc’h rak kement kêrbenn a zo, Pariz koulz ha Berlin, a laosk ar seurt reputailhoù war doull he dor, evel ur goantenn stipet en he c’haerañ hag a gredfe en em ziskouez gant manegoù toull ha gant kailhar war vevenn he sae.
Kablus eus maro Per an Hir / Eo da galon gwisket a zir, / P'ac'h eus mezus e drubardet / Oc'h e werza d'ar soudarded. (Kablus eus marv Pêr an Hir / Eo da galon gwisket a zir, / P'ac'h eus mezhus e drubardet / Oc'h e werzhañ d'ar soudarded.)
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
meziad