micher
ma mercher [sic] eo
micher
Va den, c’hwi hoc’h eus kaset meur a hini da Varadoz an Aotrou Doue ; c’hwi ivez 'ta a oar penaos e ranker en em lakaat evit mervel evel ma’z eo ret ; c’hwi hoc’h eus un aer vat, evidoc’h da gaout ur vicher zivalav ; ha bezañ ho pefe ar vadelezh da ziskouez din petra da ober, penaos en em lakaat evit kaout taol ar marv ? — O ! Ya-da. N'eo ket diaes ho kenteliañ.
Dre m’eo bet engehentet gant un doue, eveshaet en he yaouankiz gant un doue, kelennet gant un doue, eo e trec’h ar baotred hag ar maouezed anezhi war baotred ha maouezed broioù all an douar e ment, e nerzh, e skañvded, e gwevnded, e kened, e sked, e gwennded, e meiz, e kadarnded, en eeunded, e gwirionded, en helavarded, e barzhoniezh, e gouiziegezh, en hesonerezh, en ijinoù-kaer ha mecherioù en oberiadoù ar peoc’h kerkoulz hag e re ar brezel.
lakaat war vicher
« Hola ! hola ! » eme ar mevel bihan, en ur c’hoarzhin, » emañ ar vag o vont gant an dour !… Hola ! mont a ra war he c’hostez !!.. Hola !… ne chom ket ar roeñv en dour !… Hola ! paotr, n’out ket barrek war ar vicher. »
War ar memes tro, e teski ar vicher a noter ganin, hag a-benn da 25 bloaz, e c’halli kemer ma lec’h.
« Nann, n’eo ket al labour eo a vank, a respontas Lom, evel un den hag a oar petra eo ar vicher, hag, an taol-mañ, ne lavare ket gevier, rak labour, kalz labour a oa d’ober e Lanurgad, e ti Lom evel e ti Job, dre leziregezh ar baotred.
Perak ne vijent ket deuet, peogwir e oa deuet ar re all, ha, dreist-holl, perak e vijent chomet da labourat er waremm, pa oa o gwellañ micher feneantiñ ?
Mar deufe Haakon da vezañ faezh un dro bennak gant e vicher roue e c’hellfe gounit aes-tre e vara en ur sirk : The biggest giant in the workd ! e lennjed neuze war ar skritelloù.
Daoust ha gout’ ouie zoken petra 'c’hoarie ganti, pe c’hwistim hag akuit awalc’h [a-walc’h] e oa war e vicher ?
Abaoe ma'z eas va zad da anaon, netra nemet drez, spern ha linad ne ziwane el liorzh venniget-se ; n'ouzon ket an tu da labourat douar, ne blij ket din ar vicher ha gant va gwreg ken pell 'zo klañv war he gwele, n'am beze ket amzer da blediñ gant ar seurt traoù.
Va zad ’vat a grogas da c’houerouzat : « Nom de va ene ! emezañ, ha daoust ha piv eo ar baborez-se ? Mar bije bet da vihanañ ur Vreizhadez ! hag abalamour da betra e fellas dezhi mont ken pell diouzh he bro ? ha peseurt micher eo hec’h hini ? Ha te, petra ar flimin[-]foeltr ez out e[-]sell d’ober du-hont ? »
Kinniget e voe din mont d'ober un esa, ar pezh a roje tu din da gaout ur vicher ma troje an traoù war an tu mat ganin.
An Ao. Utterson oa noter diouzh e vicher. Garv e oa e neuz, morse sklerijennet gant an disterañ mousc'hoarzh ; yen an den, skort ha dizampart e gomzoù ; mirelour e oa, hir, sec'h poultrennek, hurennek, met plijus koulskoude en e zoare.
Nevez-dimezet ha ganet ur verc'h dezhañ e kemeras annez e Barselona hag ober a reas e Yann-e-vil-vicher : skrivagner-tasmant ha troer en un ti-embann.
"War beseurt micher emañ e wreg?" "Korrvevoniourez eo en ospital Elpis."
Didrouz, gant imor vat, un tamm nec'hamant ha kalzik a adrenalin en em lak ar stourmerien en o flas, evel tud a vicher.
Marteze ez eus ur bourbouter anezhañ met ur mailh eo war e vicher.
Prederiet int gant meur a dra : uhelaat en o micher, ar gevezerezh, o zamm ego, ar vignogiezh hag ar mennozhioù uhel hag ar sell hiniennel o deus ouzh o micher...
Kredapl ne welent [ar boliserien] ket o micher evel-se p'o doa dibabet kenstrivañ evit mont e-barzh ar polis !
Sellet pizh, raksoñjal ha mont war-zu an dañjer a-raok na zegouezhfe war ar stourmerien : setu perzhioù pouezus e vicher [hini ar peacekeeper].
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
micher-dorn