Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. Den zo gopret evit ober labour dorn. Ur micherour mat. Dic'hoprañ micherourien. Micherourien dilabour. & Micherour-douar : micherour zo stag e vicher ouzh al labour-douar. & Micherour-prenn, micherour-koad : den a labour ar prenn. & Micherour-houarn : den a labour an houarn. & Mailh-micherour : micherour ampart. & Mestr*-micherour. II. Doar./Stn. 1. Politik. A sell ouzh ar vicherourien. Ar renkad micherour. 2. (db. an aozadurioù labourerien) Zo micherourien ennañ, zo graet evit ar vicherourien. An emsav micherour.

Skouerioù istorel : 
39
Kuzhat roll ar skouerioù

micherour

1499
Daveenn : LVBCA p141 (oeurier ; oeuurier)

mecherourez

1500
Daveenn : LVBCA p141 ('ouvrière')

« Da em varvailhañ a rez en bras war an edifis, hag an artifis en templ-mañ, peheni zo gwraet gant douzorn tud ha mecherourien. »

1576
Daveenn : Cath p6-7

micherour

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ouurier

micherour

1732
Daveenn : GReg pg artisan

paotred micherourien

1732
Daveenn : GReg pg courtaud (de boutique)

micherour

1732
Daveenn : GReg pg artisan

mecherourien

1732
Daveenn : GReg pg artisan, gens (Gens de métier.)

micherourien vibilius

1732
Daveenn : GReg pg artiste (ouvrier qui travaille avec esprit & avec art)

paotr mecherour

1732
Daveenn : GReg pg apprentif

ur micherour mibilius

1732
Daveenn : GReg pg artiste (ouvrier qui travaille avec esprit & avec art)

paotr micherour

1732
Daveenn : GReg pg courtaud (de boutique)

plac'h micherourez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg plac'h-michérourez (apprentie, celle qui apprend un métier).

mecherour

1850
Daveenn : GON.II pg méchérour ou michérour (homme de métier. artisan. artiste).

micherour

1850
Daveenn : GON.II pg méchérour ou michérour (homme de métier. artisan. artiste).

mecherourien

1850
Daveenn : GON.II pg méchérour ou michérour (homme de métier. artisan. artiste. Pl.)

micherourien

1850
Daveenn : GON.II pg méchérour ou michérour (homme de métier. artisan. artiste. Pl.)

D'ur mecherour he deus dimezet he merc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg méchérour ou michérour (elle a marié sa fille à un homme de métier, à un artisan).

micherour-ben

1850
Daveenn : GON.II.HV pg michérour-bén (architecte, celui qui exerce l'art de bâtir).

micherourien-ben

1850
Daveenn : GON.II.HV pg michérour-bén (architecte, celui qui exerce l'art de bâtir. Pl.)

« Evel-se eo a ran : me, evit ober mad, / A ro da labourat / Da bep micherour zo : da baotr ar rokedenn, / Hag, e-touez kalz re all, deoc'h-hu, skrivagnerien, / A laka kozh skridoù war hanv ar re vras. »

1867
Daveenn : MGK p124

Er c’hêrioù, ar vicherourien ne labouront nemet pevar pe bemp dervezh er sizhun.

1877
Daveenn : EKG.I. p.63

Abalamour ma n’en deus netra, micherour kêr en em laka atav e kostez ar re fall, rak ar re fall n’int ket ken tost-se d’o c’houstiañs ; ar re fall, el lec’h ma kavint speg, a spego pe e vezo leal pe ne vezo ket, hag e-touez ar re-mañ e kav dezhañ e c’hello e-unan kaout ivez krog en tu pe du.

1877
Daveenn : EKG.I. p.65

Pedet e vez gant ar vrezelourien kent mont d’an emgann, gant ar varnerien kent diskuliañ o barnadenn, gant ar vicherourien kent deraouiñ o labour, gant an danevellourien, ar werzaouerien, an delennerien kent displegañ o ijin, gant ar vezeged dirak gwele ar glañvourien, gant ar veleien hag al lidlazhourien-sakr en nevedoù, gant an arerien o voulc’hañ irvi hag ar vederien o troc’hañ ed.

1924
Daveenn : SKET.II p.5 (+ p. 147 "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 5, lin. 4, lemel ar virgulenn goude « (ar) vrezelourien »").

micherour

1931
Daveenn : VALL pg artisan

micherour a-walc'h

1931
Daveenn : VALL pg assez (bon ouvrier)

micherour

1931
Daveenn : VALL pg artisan

Ur micherour lonker a labour nebeutoc'h eget ur micherour all hag e labour n'eo ket kerkoulz.

1943
Daveenn : TOAA p2

Un dousenn bennak a vicherourien e oant eno oc'h aozañ ar gazetenn sizhuniek, hep kontañ levrioù ha paperennoù a bep seurt.

1944
Daveenn : EURW.1 p85

An Ao. Cavalier a'm ambrougas d'an Itron Gwazioù ha d'ar vicherourien.

1944
Daveenn : EURW.1 p85

Al lezenn a c’hourc'hemenne : ar studierien o labourat da gaout ur skrid-testenni er skolioù-uhel ar gloareged o klask mont da vistri-skol, ar vicherourien merket evel « micherourien arz », ne rajent nemet ur bloavezh e-lec’h tri.

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

Diouzh ar beure ha d’abardaez pa veze ar vicherourien hag ar gargidi o vont d’o labour pe o tont d’ar gêr, ken stank ha ken prim ha merien a bep seurt liv e skare ar mekanikoù-se dre an holl straedoù, kement ha ken bihan ma vezen a-wechoù war var da vezevenniñ en ur sellout outo.

1954
Daveenn : VAZA p.164

E-pad ar bloavezh 1905 e teuis a-benn da sevel e Landreger ur strollad c’hoarierien niverus a-walc’h, bourc’hizien ha micherourien, ha c’hoari a raemp alies, ur wech ar miz pe dost, bep tro e ti ar Frered, o vezañ ma ’z oa eno ur sal hag ul leur c’hoari [leur-c'hoari] eus ar c’hentañ, dismantret abaoe gant kanfarded Hitler ha goude gant un tangwall.

1954
Daveenn : VAZA p.75

[ [...] rak spi hor boa da sevel betek Montreal pe Gebek.] Allas, rankout a rejomp tremen gant Sidney [sic, Sydney], en enezenn Kap a Vreizh, e beg-begig ar vro, ur gêriadenn divalo-tre gant tiez bihan bihan koad ha pri ha bez’ e oa c’hoazh bagadoù micherourien, masonerien [sic, mañsonerien], kilvizien hag all, o poanial e pep lec’h e[n]-dro dezhi.

1954
Daveenn : VAZA p.104

Ar wech-mañ ’vat ne golljen nozelenn ebet ha den ne gavje tu da ginnig toupennoù ruz pe lietennoù da goantennoù kêr, rak re nebeut amzer ’oa tremenet abaoe lazhadeg miz Genver, an deiz ma reas an Duk-Meur Wladimir Wladimirovitch, eontr an Impalaer, tennañ war vicherourien Sankt-Peterburg a felle dezho klemm d’e niz ouzh o dienez hag ar stad truezus a-walc’h ma vevent enni.

1954
Daveenn : VAZA p.157

Mignoned ar vrogarourien / Eo amañ ar vicherourien.

1960
Daveenn : PETO p45

fiñvusted ar vicherourien

1974
Daveenn : BAHE niv. 80, p3

Pesketaerien eo an darn vrasañ anezho, met darn eus ar wazed a zo ivez micherourien : heskennerien ha kilvizien dreist-holl.

1985
Daveenn : DGBD p114

"Dibunadeg Kengevread Uniadoù an Amaezh Foran ha Kengevread Hollek Micherourion Hellaz," a respont teuc'h den e lifre.

2015
Daveenn : EHPEA p18

Ofis publik ar brezhoneg