Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Savadur pe lec'h ma tastumer, ma virer ha ma tiskouezer traezoù a dalvoudegezh arzel, istorel pe skiantel. Mirdi an Arzoù-Kaer. Mirdi Breizh e Roazhon. [1954] N’hellen ket evel-just tremen hep arvestiñ ouzh mirdi kaer, brudet dre-holl er mare-se, met ne ris ket eno kalz van ouzh taolennoù Rafaël, Titien, Tintoret, Véronèse hag ar vistri all, rak siwazh din n’intentan na bu na ba evit ar pezh a sell ouzh ar seurt teñzorioù.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

"mirdi" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.135 « Geriadurig », "Musée".

mirdi anatomiezh

1931
Daveenn : VALL pg (musée) anatomie

E mezher du eus ar c’hentañ e veze graet kerkoulz-all kaerañ dilhad ar merc’hed, plac’hed yaouank pe wragez, ha zoken o zavañjer, kalz bihanoc’h eget an hini d’ar pemdeiz, met gant dantelezh e-leizh warnañ, lietennoù sked-disked, lagadennoù seiz pe voulouz ouzh pep godell : en ur ger, touet ho pije ne oa ket al liboudenn ouesk-se ur « fanfurluchenn » da vont gwech ha gwech-all d’ur vadeziant, d’un eured pe d’ur prosesion, met un draig aozet a-ratozh da gas d’ur mirdi.

1954
Daveenn : VAZA p.31

N’hellen ket evel-just tremen hep arvestiñ ouzh mirdi kaer, brudet dre-holl er mare-se, met ne ris ket eno kalz van ouzh taolennoù Rafaël, Titien, Tintoret, Véronèse hag ar vistri all, rak siwazh din n’intentan na bu na ba evit ar pezh a sell ouzh ar seurt teñzorioù.

1954
Daveenn : VAZA p.140

Mirdioù, fiñvskeudennoù, salioù-sonerezh pe c’hoariva, leur-dañsoù, diskouezadegoù, gallout a raemp mont n’eus forzh pelec’h hep diyalc’hañ na zoken ur gwenneg toull.

1954
Daveenn : VAZA p.156

"Sellit, hemañ eo maen-sonn kañv Hegeso. Un oberenn gant Kallimac'hos moarvat. Evel-just, an hini a welit a zo un eilad. An hini orin a zo er Mirdi Henoniel Broadel."

2015
Daveenn : EHPEA p.36

Ofis publik ar brezhoneg