miz du
Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.
miz bihan
da viz
Pevar real ar miz a veze lakaet er c'hef.
Ar c’hirri-dre-dan pa zegouezh dezho dont betek amañ a zo risklus dezho redek buanoc’h eget an dud ; setu perak ne vez ket gwelet al liv anezho gwall alies : d’an deiz kentañ eus ar bloaz, da sul Fask [Sul-Fask] ha d’ar sulvezh diwezhañ a viz [G]wengolo, deiz ar pardon bras.
Taer e oa heol miz Mae, en un oabl glas-divent.
Gouel a lide Kastilha Gozh, er-maez, da vokediñ, a-raok sec'hor gell ar mizioù hañv, beli berrbad an Nevez-Amzer.
Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.
Na Soaz Sapeur, rak tremen bec’h he deveze o skoulmañ ganti, na va zad, mevel e ti ur mezeg a roe dezhañ ugent lur er miz, kristen ebet ne oa e-tailh da reiñ din ar skoazell am boa ezhomm diouti.
Ret e oa din ’ta chom war evezh hag un deiz bennak beure-mat, e dibenn miz Du, mont a ris da Vrest gant ur c’henvroad eus Priel, e-sell hon-daou da dremen arnodenn ar fourerien diwar ali un tonton segond-mestr : « Netra aesoc’h, emezañ, evit ur paotr ken desket ha te ! » [...] (1) Ar vartoloded hag a bled gant an holl gontoù a bep seurt.
Evitañ d'ober gant ar brezhoneg ken brav, pa droe en e benn, sed amañ ur pennad eus al lizher skrivet gant E. Renan da baotr ar Roc'h, Narcisse Kellien, an dregont a viz Gouere er bloavezh 1879 : « Un idiome [...]».
Azalek ma oan distro eus va fennad amzer labour er Gabon, em boa soñjet mirout an eñvor eus ar vuhez am boa renet er vro-se e-pad triwec'h miz.
en degouezh ma "steuzfe an Dr Jekyll pe ma vefe ezvezant hep displegadenn e-pad ur prantad hiroc'h eget tri miz leun", e c'hallfe an kez Edward Hyde piaouañ madoù an kez Henry Jekyll hep goursez, hep redi na karg ebet, estreget talañ un nebeud sammadoù bihan da izili koskor an doktor.
Vaislikí a zlee din c'hwec'h miz feurm. Lavarit din gant piv e tastumin anezhe, pa oa dishêr.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
miz