Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. Danvez gludek teñval e liv a farder diwar rousin ar gwez pin pe sapr hag a implijer evit difuiñ udb. da sk. Peg gludek un aval-pin. An dra-se a stag evel peg. & Trl. Du-peg : du-mat. Darn anezho a oa du-peg o muzelloù gant ar mouar. 2. Dre ast. Danvez gludek a implijer evit stagañ daou dra an eil ouzh egile. Ur gwiskad peg. Un tamm peg. HS. glud, kaot. & Peg-lugern : doare gwernis evit an arrebeuri. B. Dre skeud. (implijet gant delc'her, kaout, kregiñ, pakañ, tapout, tizhout) 1. Obererezh delc'her pe dapout ub., udb. start. Delc'her, kregiñ peg (start) en udb. : chom start e grog ennañ. 2. Trl. Kaout peg : kaout lec'h pe aez da gregiñ en ub., udb. Nebeutoc'h a beg en deus an avel bremañ. Kaout peg war ub., udb. : kaout lec'h pe aez da gregiñ ennañ. Mar gallan kaout peg warnout e kousto dit ker da droioù fall. [1878] n’oa ket evit krougañ, rak ne gave ket a speg d’e gordenn, & Tapout, pakañ peg en udb. : kregiñ ennañ. 3. Tizhout peg en udb. : tapout krog en udb. lec'hiet uheloc'h eget an-unan. & Kaout peg war ub. : kaout levezon warnañ. & Klask peg war ub. : klask e du gwan da zont a-benn anezhañ. 4. (db. ar plant) Kavout e beg : sankañ gwrizioù. En arvor n'eus nemet an haleg a gave pep douar e beg. II. G. 1. Levezon. Peg ebet warno evit o distreiñ war-zu Doue. 2. Peg-gouren : pegad. & Un taol-peg-sav : pegad gouren ma saver korf ar gourener all.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

peg

1499
Daveenn : LVBCA p160 (poix a gommer)

peg

1659
Daveenn : LDJM.1 pg poix

pe [sic]

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pe

frotañ gant peg

1732
Daveenn : GReg pg empoisser (enduire de poix)

peg

1850
Daveenn : GON.II pg pék ou pég (poix, matière gluante et noire faite de résine brûlée, et mêlée avec la suie du bois dont la résine est tirée. asphalte. bitume. HV.), péga, péguz

peg

1850
Daveenn : GON.II pg pék ou pég (poix, matière gluante et noire faite de résine brûlée, et mêlée avec la suie du bois dont la résine est tirée. asphalte. bitume. HV.), pg pég (voyez "pék").

Abalamour ma n’en deus netra, micherour kêr en em laka atav e kostez ar re fall, rak ar re fall n’int ket ken tost-se d’o c’houstiañs ; ar re fall, el lec’h ma kavint speg, a spego pe e vezo leal pe ne vezo ket, hag e-touez ar re-mañ e kav dezhañ e c’hello e-unan kaout ivez krog en tu pe du.

1877
Daveenn : EKG.I. p.65

N’en doa ket a c’hoant da dennañ, ar c’habiten digalon, gant aon rak an trouz ; n’oa ket evit krougañ, rak ne gave ket a speg d’e gordenn, hag, evelato, n’oa ket evit chom hep lakaat d’ar marv ur c’hrouadur unnek vloaz, rak e soudarded o devije graet goap anezhañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.161-162

Darn a oa du-peg o liv, re-all brizh-marellet, re-all gwenn-erc’h.

1924
Daveenn : SKET.II p.40

pakañ peg e

1931
Daveenn : VALL pg appréhender (saisir), arrêter (un voleur)

peg

1931
Daveenn : VALL pg adhérence

Eürusamant evitañ — rak Lom ne ouie ket neuiñ mat — e kavas ur garreg dindañ e dreid ha geot hir e-kichen da gemer peg enno. Ha setu savetaet Lom.

1944
Daveenn : ATST p.110

[Un] daouarn youd [zo] : Daouarn gourt, dinerzh, divarrek da zerc'hel peg.

1960
Daveenn : PETO p87

An daou soudard tostañ d'an nor o deus tapet peg en Hir.

1960
Daveenn : PETO p51

Kregiñ a ra Gikas er selaouell gant neuz un den a gaser d'ar post-fuzuilhañ ha pellgomz d'ar maodiern. Graet an niverenn gantañ e ren ur sioulder bras, dorn Gikas o telc'her peg er selaouell.

2015
Daveenn : EHPEA p134

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial