Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A reer, a c'hoarvez, a vez bemdez. Gounit e vara pemdeziek. Ur valeadenn bemdeziek. [1924] Tremenet amzer Fask, ar vuhez pemdeziek a liammas anezhañ en he devezhioù, en he oberoù. 2. A reer gantañ bemdez, alies-tre. Ar brezhoneg eo e yezh pemdeziek. 3. A reer, a zegouezh war ar pemdez, a denn d'ar pemdez. Ur gazetenn bemdeziek.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

paper pemdeziek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg papier iournal

pemdeziek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quotidien

roit deomp hiriv hor bara bemdeziek

1677
Daveenn : Do. p19

profit pemdeziek

1732
Daveenn : GReg pg emolument (profit qu'on retire journellement de sa charge, de son travail)

istor pemdeziek an impalaer Kezar

1732
Daveenn : GReg pg commentaires (de Cesar)

pemdeziek

1732
Daveenn : GReg pg commun (journalier)

terzhienn pemdeziek

1732
Daveenn : GReg pg fievre (Fièvre quotidienne)

skrid pemdeziek

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skrîd (-pemdéziek)

pemdeziek

1850
Daveenn : GON.II pg pamdiek, pemdéziek

pemdeziek

1850
Daveenn : GON.II pg pamdiek, pemdéziek

un ezhomm pemdeziek eo

1850
Daveenn : GON.II pg pemdéziek

an derzhienn bemdeziek a zo gantañ

1850
Daveenn : GON.II pg pemdéziek

Kendalc’hit en ho nerzh hag en ho kwevnded dre c’hoarioù-ouesk pemdeziek ha dereat !

1923
Daveenn : SKET p.51

An dud vin-du eus beg-douar Belerion ha bro ar Staen, merzet ganto troioù pemdeziek an teir alarc’hez, o spias meur a wech war o distro.

1923
Daveenn : SKET p.114

Tremenet amzer Fask, ar vuhez pemdeziek a liammas anezhañ en he devezhioù, en he oberoù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1026 (Gouere-Eost 1924)

Hag eñ o vont da stagañ gant e redadenn bemdeziek, pa wel o tiflukañ eus ar c’hoummoù un ebeul e reun aour ha skedus evel an deiz.

1924
Daveenn : SKET.II p.21

Fouge a ao ennomp, an deiz war-lerc’h, o lenn war ar c’hazetennoù pemdeziek e oa bet digemeret kannaded Breizh nevez, gant ar pennrener, war an hevelep renk gant tud-e-karg ar c’houarnamant, ar verdeadurezh, an arme.

1944
Daveenn : EURW.1 p.201

Ganet en ur c'horn-bro dudius, ma welen ac'hano tour Karaez, Vorgium gozh, koshañ kêr Argoad, baleet ganin war an hevelep douar a bleustras an drouized diwezhañ, an argadourien a stourmas ouzh ar Romaned, an Normaned, ar Franked hag ar Saozon, penaos ne vije ket bet leun ma fenn gant o eñvor pemdeziek ?

1944
Daveenn : EURW.1 p15

En diavaez d'an diduoù bihan pemdeziek, e oa diduoù bras bebamzeriek.

1944
Daveenn : EURW.1 p25

An Indépendance Bretonne, kelaouenn bemdeziek a Sant-Brieg, a zizrevellas poz ha poz ar pez a dremenas e gouelioù Kaerdiz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.107

Pellaat a ray diouti an enkrez pemdeziek a lak anezhi e penn he nerzh.

2015
Daveenn : EHPEA p25

Evite o-unan [ar gazetennerien] e vo un dra vat ivez, abalamour e c'hallfont bevañ mareoù kreñv ha leun a virvilh a-drugarez deoc'h, pell diouzh an traoù boas ha faezhus - dreist-holl e kazetennoù pemdeziek rannvroel -.

2015
Daveenn : DISENT p126

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial