Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Hollad ar blev zo war penn ub. Ur pennad-blev ruz, melen. Kaout ur pennad-blev hir.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

pennad pe torchad pe hupenn blev

1659
Daveenn : LDJM.1 pg touffe (de cheueux)

pennad-blev

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheuelure

pennad-blev

1699
Daveenn : Har. pg blev, pennad-blev (chevelûre)

pennad-blev

1699
Daveenn : Har. pg pennad-blev (chevelûre)

pennad-blev melen

1732
Daveenn : GReg pg chevelure (blonde)

pennad-blev

1732
Daveenn : GReg pg chevelure

Yuzaz an treitour en devoa ur pennad-blev ruz hag ur varv zu

1732
Daveenn : GReg pg (Judas, dit un Autheur Espagnol, avoir les) cheveu(x rouges, & la barbe noire)

pennad-blev

1732
Daveenn : GReg pg chevelure

ur pennad-blev hir

1732
Daveenn : GReg pg (longue) chevelure

pennadoù-blev

1850
Daveenn : GON.II pg pennad-bléô (chevelure, la quantité de cheveux que l'on a sur la tête).

pennad-blev

1850
Daveenn : GON.II pg pennad-bléô (chevelure, la quantité de cheveux que l'on a sur la tête).

Ur pennad-blev hir he deus.

1850
Daveenn : GON.II pg pennad-bléô (elle a une longue chevelure).

A-c’houdevezh, e tigouezhas er vro-Wenn, gant marc’hadourezhioù estren, kalz a dud all droukliv (da lavarout eo du) (1) ar pennad-blev anezho ; nemet e voe an tri-se ar re gentañ, hag en abeg da se eo ez eo bet miret gant an danevellourien an anv anezho.

1923
Daveenn : SKET p.77

Gweladennet em eus an enezennoù, bras ha bihan, nes d’an Hellas hag, en o zouez, ar santelañ, an azaouezetañ-holl, anvet Delos gant ar C’hresianed, hag enni un templ bras e maen-benerezh ha maen-marbr gouestlet d’an Hini a vez sklêrijennet ar bed gant ar pennad-blev rodellet anezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.13

War al leurennoù pavezet, kemeret ganto da baouezlec’h, brezelourien uhel-ventek, deut a vro an Teir-Stêr a zibenvest hag a hual o c’hezeg ; meskañ a ra ar gwragez hag ar vugale anezho en-dro d’an tantadoù ha, war an hent o kas d’an aven, Maponos a Geneta, o kenstouiñ o fennadoù-blev melen-aour, a stok, o divjod o pokañ an eil d’egile en ur c’hoarzhin.

1923
Daveenn : SKET P.15

"blev" : ur — [...] , liester "blevioù" ; ivez "pennad-blev", "moue".

1923
Daveenn : SKET p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "une chevelure" ; "(ha « crinière »)".

Gwalc'h da gerc’henn, da eneb, da bennad-blev.

1924
Daveenn : SKET.II p.26

Paotr strizh [1], brizhardennoù e-leizh e dal, war e zivjod, war e fri togn ; ur pennad blev melen dioutañ, ha lemm e lagad gwer-c’hlas digor ha frank. Koant ar paotr ? Ket ; seder ha dever ennañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Ar brud a rede penaos he devoa ur pennad-blev hag a gouezhe dezhi betek pennoù he daoulin.

1925
Daveenn : BILZ2 p.150

O c’holeiñ he diskoaz n’he deus mui nemet gouel hir he fennad[-]blev du.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Abaoe m'am eus koun, pa oan ur bugelig o ruzata war e barlochoù dre leur an ti, gwenn-kann e oa dija he fennad-blev.

1954
Daveenn : VAZA p.11

[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.

1955
Daveenn : VBRU p.48-49

Ofis publik ar brezhoneg