pennad
heul e bennad
pennad
pennad
War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras !
pennad
Treset eo ar gartenn-mañ diwar ar gartenn gaer-dreist embannet er-maez a dest gant pennad P.A. Smith [...].
Hag o-daou d’ober asambles : A ! a ! a ! e-pad ur pennad hir, gant ar joa o doa.
PENNAD KENTAN Raklavar — « Piv an desketañ en ti ? » — « Me, a respontas ar c’hi. »
Ober a ra ul lamm. Ha diskenn a ra, en ur pennad tizh, gant an diri.
O c’holeiñ he diskoaz n’he deus mui nemet gouel hir he fennad blev du.
Harpañ a reas ur pennad ouzh aspled an aoter vras, ha mont ha dont a reas e selloù warni.
« An deiz ma voe ganet W. Shakespeare, » hervez ma skrive din gwechall un tenner planedennoù, daoust ha ne ouie ket e vezen ur pennad 'oa oc'h ober war-dro ar c'hoariva.
Dont a rae a-wechoù, hag ur ral e veze, pennadoù galleg saout gant an hini-gozh, evel skouer « il a frigassé son pied » (friket eo bet e droad), pe « un pitit morçon du pain », hogen biskoazh em buhez n'am eus klevet digant he fried nemet ur ger galle[k], hag eñ distaget fall : ar mor Atélantik, emezañ.
Evitañ d'ober gant ar brezhoneg ken brav, pa droe en e benn, sed amañ ur pennad eus al lizher skrivet gant E. Renan da baotr ar Roc'h, Narcisse Kellien, an dregont a viz Gouere er bloavezh 1879 : « Un idiome [...]».
Un dro bennak e tegouezhas da Fañch bezañ dornet e giz-se, ha pa zeuas da Grec’h Eliez al [L]un ar beure, bez’ oa e-dro d’e fri-koad ur vevenn lien staget gant spilhoù hag ur pennad gloan du : ur paotr brav, pa lavaran deoc’h !
Dour a vere eus meur a lagad o sellout ouzh ar vartoloded-se, diarc’hen, o roched war var o bragoù, ur pikol goulou-koar en o dorn hag en o c’herc’henn ur pennad kordenn, evel torfedourien o kerzhout d’ar groug, hag i o kanañ, e galleg evel-just : Saint Yves, notre Père, Toi que nous implorons…
Em bleud en em gaven ’ta, ha kement a draoù am boa da gontañ diwar-benn ar roue Arzhur ma rankis tremen hep adlenn na reizhañ va skrid, ha reiñ a ris va brouilhed evel ma ’z oa gant skrapadennoù yar, gerioù diverket, pennadoù a-dreuz hag a-hed ar riblennoù, hag all.
Arabat e vefe din tevel an dro-mañ war zaou pe dri oristal am boa ankounac’haet komz diouto e pennad kentañ ar skrid-mañ.
Hag an ormel, emezoc’h ?… Gortozit ur pennad ’ta, erru int…
Hag un tammig a-raok an noz e kleved ar c'hloc'h (ur pennad railh kozh a-istribilh a ra ur c'hloc'h a-zoare) o c'helver kêriz d'ar bedenn ha d'ar c'han.
Triwec'h miz bennak diwezhatoc'h em eus bet tro da lenn ur pennad diwar-benn un hevelep droug a c'hoarvez en ur vro disheñvel-krenn koulskoude, peogwir ez eo bro ar skorn peurbad : er Greunland.
Al labour-se a veze graet war un doare taolig, staget warni ur seurt nadoz maen-touch evit gouzout war be du e oa an norzh magnetek e-keñver an hent a oad oc'h heuliañ, ha muzulet e veze ivez hed ar pennad hent a oac'h heuliañ.
Azalek ma oan distro eus va fennad amzer labour er Gabon, em boa soñjet mirout an eñvor eus ar vuhez am boa renet er vro-se e-pad triwec'h miz.
En e zoare divall, pennek ha diarvar ez ae war-raok, gant ar pennad labour-se evel gant ar re all.
An Ao. Utterson a huanadas don, hep ur ger ; an den yaouank a lavaras neuze goude ur pennad : "Sed a zesko din tevel".
M'emaoc'h o terc'hel sez sokial un embregerezh hag a zo kablus eus un dra spontus war dachenn an endro, eo ret d'an arvesterien, pe d'ar c'hazetenner deuet da dennañ ar poltred da glokaat e bennad, kompren ster an obererezh e-korf ul lajadig, a-drugarez d'ur skeudenn nemetken [...]
Ret eo deoc'h respont d'ar pezh a zedenn ar gazetennerien un tamm ivez, a-hend-all e c'hallfent mont da c'houlennata unan all peotramant krennañ o fennad.
Palioù all a zo, evel tapout pennadoù er mediaoù da vrudañ hor stourm e-touesk an dud, lakaat pennoù bras zo da fiñval evit ma c'hallfer [c'hallfed] kregiñ da dabutal war an dachenn bublik.
Bep tri miz e teuin en-dro hag e chomin ur pennad mat.
Ret eo d'an den [ar vouezh aotreet] anavezout mat an danvez evel-just, met ivez bezañ barrek war teknikoù an atersadennoù evit bezañ komprenet gant ar gazetennerien kenkoulz hag an holl dud a welo ar pennad goude-se.
Spierien a-feson evit ar polis eo ar pellgomzerioù-hezoug rak a-drugarez dezhe ez eus tu da heuliañ monedonea pep hini koulz hag e bennadoù kaoz.
Goude ur pennad e voe digoret an nor ha Thomas a zeuas er-maez en erc'h.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pennad-amzer