Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. (db. an dud) 1. Danvez bev neudennek a gresk, stank pe stankoc'h, war kroc'hen ar c'hlopenn. Blev du, melen, kistin, gwenn, glas, ruz. & Trl. Blev tan : blev ruz. & Ur pennad blev. Ur pennad blev hir, berr, rodellek. Kribañ e vlev. & (war-lerc'h ar gm. a.) Pennad blev. Ur blev hir ha melen. Ur blev ken kaer. [1924] En o fenn ur blev liv-melen-kaer na ziskenne ket izeloc’h eget ar gouzoug [...]. 2. Trl. skeud. Sach-blev : diemglev. Un tamm sach-blev zo bet etrezo. & Savet e oa blev etrezo. & Reiñ blev gwenn : reiñ nec'hamant, chalañ. An istor-se en doa roet blev gwenn dezhañ. & Bezañ en he blev, en e vlev : hep a bennwisk. 3. Termen a dalvez d'ober anv eus an dud hervez neuz ha doare o blev. Blev hir : paotr, yaouank prl., a lez e vlev da greskiñ. N'hoc'h eus ket gwelet ar blev hir all aze ? Blev ruz : den e vlev ruz. B. (db. al loened, o lakaat an dud e-barzh) Danvez bev neudennek a gresk, stank pe stankoc'h, war kroc'hen ar bronneged. Blev ar broc'h zo kalet ha reut. Skrivellañ blev ar marc'h. Daouarn goloet a vlev. Blev-foll : barv nevez-deuet ur paotr yaouank. HS. reun. C. (db. ar plant) Blev-ruz : blev-diaoul. HS. neud-gad, neud-ruz. II. Dre heveleb. 1. Drein fin-tre ar pesked. Ar pesked-se n'int ken blev tout anezho. 2. (dirak ur spizer) Blev-kevnid : gwiad-kevnid. 3. Louedenn. Ar c'hoaven-se zo re gozh : erru ez eus blev warnañ. 4. Blev ar stered-lostek : nivlenn c'hazoù dispis en-dro dezho. III. Estl. 1. Netra. Kavet ec'h eus un dra bennak ? – Blev ! Blev da gaout ! 2. C'hwitet (er c'hoarioù h.a.). Blev kizhier !

Skouerioù istorel : 
169
Kuzhat roll ar skouerioù

sizailh ar blev

1499
Daveenn : LVBCA p21, 38, 183 (forces a coupper le poill)

regenn ar blev

1499
Daveenn : LVBCA p21, 38, 174 ('raie des cheveux')

plezh blev

1499
Daveenn : LVBCA p38, 165 ('tresse de cheveux')

blev hir

1499
Daveenn : LVBCA p38, 98 (longs cheueux, rigot [perruque, chignon])

blev melen

1499
Daveenn : LVBCA p38, 142 (blans cheueux)

blevenn

1499
Daveenn : LVBCA p38 (poill)

blevenn penn

1499
Daveenn : LVBCA p38, 161 (cheueil de teste)

diluziañ ar blev

1499
Daveenn : LVBCA p21, 38, 58 (desmeller cheueux)

blev ar penn

1499
Daveenn : LVBCA p22, 38, 161 (cheueulure, crin)

pennad blev

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheuelure

penn ar blev

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (le haut des) cheveux

barr ar blev

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (le haut des) cheveux

torchad blev

1659
Daveenn : LDJM.1 pg torchat (bleo)

blev plañsonenned

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheueux entortillés

blev

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheueuil, poil

blev plañsonenned

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheueux entortillés

blev rodellet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheueux entortillés

blev tortiset

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheueux entortillés

blevenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheueuil

pennad blev

1699
Daveenn : Har. pg blev, pennad-blev (chevelûre)

madoù beleien, ha blev ki, pe da dra e talvont-i

1732
Daveenn : GReg pg bien(s de prêtre provenus uniquement de l'Eglise, ne prosperent point en mains Laïques)

Yuzaz an traitour a oa ruz e vlev, ha du e varv : ar pezh a zo a-enep natur

1732
Daveenn : GReg pg (le traitre Judas avoit les cheveux rouges, & la) barbe (noire)

Blev gwenn ha lunedoù ne blijont ket d'ar merc'hejoù.

1732
Daveenn : GReg pg blanc (Cheveux blanc & lunettes, / Ne plaisent pas aux fillettes.)

Blev gwenn ha lunedoù, / Ne blijont ket d'ar merc'hedoù.

1732
Daveenn : GReg pg fillette (Poil blanc & lunettes, / Ne plaisent pas aux fillettes.)

ur plac'h he deus blev melen

1732
Daveenn : GReg pg blonde

plac'h a zo melen he blev

1732
Daveenn : GReg pg blonde

paotr melen en deus blev melen

1732
Daveenn : GReg pg blondin

den yaouank a zo melen e vlev

1732
Daveenn : GReg pg blondin

rodell blev

1732
Daveenn : GReg pg boucle (de cheveux)

rodellañ blev

1732
Daveenn : GReg pg boucler (des cheveux, les friser par anneaux)

gofriñ blev

1732
Daveenn : GReg pg boucler (des cheveux, les friser par anneaux)

gofret blev

1732
Daveenn : GReg pg boucler (des cheveux, les friser par anneaux)

ur pennad kaer a vlev

1732
Daveenn : GReg pg (une belle) chevelure

blev hir

1732
Daveenn : GReg pg (longue) chevelure

Absalom mab d'ar roue David en devoa ur pennad kaer a vlev melen, ker fournis ma poueze pemp livr ; petra bennak, hervez Jozep an istorian, ma en troc'he bep eizh miz

1732
Daveenn : GReg pg (Absalom avoit une belle) chevelure (blonde qui pesoit 100. Sicles, qui font selon Genebrard, le poids de cinq livres)qui

blev penn

1732
Daveenn : GReg pg cheveu (poil de la tête)

blev ar penn

1732
Daveenn : GReg pg cheveu (poil de la tête)

blev

1732
Daveenn : GReg pg cheveu (poil de la tête)

penn ar blev

1732
Daveenn : GReg pg (la pointe des) cheveu(x)

beg ar blev

1732
Daveenn : GReg pg (la pointe des) cheveu(x)

barr ar blev

1732
Daveenn : GReg pg (le haut des) cheveu(x)

blev melen

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x blonds)

blev du

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x noirs)

blev glas

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x gris), gris (Tête grise.)

blev gwenn

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x blancs)

blev ruz

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x rouges, ou, poil verd)

blev brun

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x rouges, ou, poil verd)

Yuzaz an traitour en devoa ur pennad blev ruz hag ur varv zu

1732
Daveenn : GReg pg (Judas, dit un Autheur Espagnol, avoir les) cheveu(x rouges, & la barbe noire)

blev fuilhet

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x crespus)

blev fuilh

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x crespus)

blev rodellek

1732
Daveenn : GReg pg cheveu (cheveux frisez), friser (Cheveux naturellement frisez.)

blev frizet

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x) frisez, friser (Des cheveux frisez par artifice.)

blev rodellet

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x frisez par artifice), friser (Des cheveux frisez par artifice.)

blev frizet a-ratozh

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x frisez par artifice)

rodellañ e vlev

1732
Daveenn : GReg pg (friser les) cheveu(x)

rodellet e vlev

1732
Daveenn : GReg pg (friser les) cheveu(x)

frizañ e vlev

1732
Daveenn : GReg pg (friser les) cheveu(x)

blev gell-kistin

1732
Daveenn : GReg pg cheveux (châtains)

blev rous

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x châtains)

blev foutouilhek

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x touffus, comme le poil d'un barbét), (des cheveux) épars

blev tortiset

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x tressez)

blev plañsonennet

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x tressez)

blev tresennet

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x tressez)

tresennañ e vlev

1732
Daveenn : GReg pg (tresser les) cheveu(x)

tresennet e vlev

1732
Daveenn : GReg pg (tresser les) cheveu(x)

tortisañ e vlev

1732
Daveenn : GReg pg (tresser les) cheveu(x)

tortiset e vlev

1732
Daveenn : GReg pg (tresser les) cheveu(x)

plañsonennañ e vlev

1732
Daveenn : GReg pg (tresser les) cheveu(x)

tresadur blev

1732
Daveenn : GReg pg (entortillement de) cheveu(x)

gouriz blev gavr

1732
Daveenn : GReg pg cilice (ceinture faite d'un tissu de poil de Chévre, ou, de crin)

dispac'hañ blev ur wreg bennak

1732
Daveenn : GReg pg decheveler (decoëffer une femme par violence)

palastr, pe louzoù evit divleviñ, evit lakaat ar blev da gouezhañ

1732
Daveenn : GReg pg depilatoire (emplâtre, ou drogue pour faire tomber le poil)

lakaat ar blev da sevel er penn

1732
Daveenn : GReg pg (faire) dresser (les cheveux)

sevel a ra va blev em penn gant heuz

1732
Daveenn : GReg pg (les cheveux me) dressent (d'horreur)

blev disparbouilhet, dispac'het

1732
Daveenn : GReg pg (des cheveux) épars

plac'hed a zo melen [o] blev

1732
Daveenn : GReg pg blonde (p.)

Skalfañ a ra va blev.

1732
Daveenn : GReg pg fourcher (Mes cheveux se fourchent.)

Faoutañ a ra pennoù va blev.

1732
Daveenn : GReg pg fourcher (Mes cheveux se fourchent.)

dibenner blev

1732
Daveenn : GReg pg frater (garçon de barbier)

Ar boled en deus tremenet a-rez e vlev ha touchet ouzh e dog.

1732
Daveenn : GReg pg frayer (La balle a frayé son chapeau, & frolé ses cheveux.)

rodellañ ar blev

1732
Daveenn : GReg pg friser (Friser, parlant des cheveux.)

rodellet ar blev

1732
Daveenn : GReg pg friser (Friser, parlant des cheveux, pp.)

gofret an [sic] blev

1732
Daveenn : GReg pg friser (Friser, parlant des cheveux, pp.)

gofriñ an [sic] blev

1732
Daveenn : GReg pg friser (Friser, parlant des cheveux.)

frizañ ar blev

1732
Daveenn : GReg pg friser (Friser, parlant des cheveux.)

frizet ar blev

1732
Daveenn : GReg pg friser (Friser, parlant des cheveux, pp.)

friziñ ar blev

1732
Daveenn : GReg pg friser (Friser, parlant des cheveux, Van.)

frizotiñ ar blev

1732
Daveenn : GReg pg friser (Friser, parlant des cheveux, Van.)

blev gofret

1732
Daveenn : GReg pg friser (Des cheveux frisez par artifice.)

Abred eo glazet e vlev.

1732
Daveenn : GReg pg grisonner (Les cheveux lui ont grisonné de bonne heure.)

Ar pezh a wellan a zo ken euzhik, ma sav va blev em fenn gantañ.

1732
Daveenn : GReg herisser (Ce que je vois est si horrible, qu'il me fait herisser les cheveux à la tête.)

Houpiñ a ra va blev em fenn gant ar pezh a welan.

1732
Daveenn : GReg pg herisser (Ce que je vois est si horrible, qu'il me fait herisser les cheveux à la tête.)

dispaket e oa e vlev gañt-ha

1850
Daveenn : GON.II pg dispaka

Kordennet em eus he blev dezhi

1850
Daveenn : GON.II pg kordenna

Ker kuñv ha blev kazh

1850
Daveenn : GON.II pg kûñ

Deviñ a reot ho plev gant ar goulou.

1850
Daveenn : GON.II p.66, "Vous vous brûlerez les cheveux avec la chandelle".

blev peurzu

1850
Daveenn : GON.II pg bléô (des cheveux d'ébène)

blev gell he deus

1850
Daveenn : GON.II pg gell

duaat a ray e vlev

1850
Daveenn : GON.II pg duaat

blev

1850
Daveenn : GON.II pg bléô (Cheveu. Et en général poil, sur quelque partie du corps qu'il se trouve), bléouen, bléven

it da ziluziañ ho plev

1850
Daveenn : GON.II pg diluzia, diluia

diskoulmit ho plev

1850
Daveenn : GON.II pg diskoulma

blev dispak o doa

1850
Daveenn : GON.II pg dispak

Goloet eo a vlev.

1850
Daveenn : GON.II pg bléô (Il est couvert de poil).

Gant ar blev ruz eo peurvuiañ brizhennus an dremm.

1850
Daveenn : GON.II pg brizennuz (Avec les cheveux rouges, on a ordinairement le visage lentilleux).

N'en deus nemet ur bouch blev war gern e benn.

1850
Daveenn : GON.II pg bouch (Il n'a qu'une touffe ou un bouquet de cheveux sur le sommet de la tête).

« Evit-se n'oc'h lartoc'h, n'eo flouroc'h blev ho penn ! »

1867
Daveenn : MGK p123

« Setu me, evit mat, pizh ha kempenn touzet ; / Gwerzhet ho peus din-me kalz skiant evit va blev. »

1867
Daveenn : MGK p64

Ar c'hwreg yaouank d'he zro, oc'h ober he diviz, / Ne lezas ket ur vlevenn wenn / E-touez ar re zu war e benn, / O-div, evel div yar, dre skrabat penn o gwaz, / A lakeas anezhañ 'vel un irvinenn noazh.

1867
Daveenn : MGK p63

Dispak oa gantañ e vlev gwenn, Hag e dal pleget er boultrenn : Hennezh eo Aogustin Mintier, Den Doue, eskob Landreger.

1877
Daveenn : EKG.I. p.26

Sklaer a-walc’h eo evit gwelet mat an traoù, hag an hini am eus-me gwelet a lugerne e zaoulagad, a oa fuilhet e vlev, leun-wad ha leun-bri e gorf, m’hen tou deoc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.137

Deuet, e n’eus forzh peseurt parrez, un divroad bennak, hag e ve ur "blevier", ur marc’hadour blev, ur marc’hadour krec’hin gozed, hag e ve zoken un troc’her-moc’h e ve, an dra-se ne ra mann, gant ma vezo komzoù gallek, mat pe fall, en e c’hinou, gant ma raio e baotr rok, dreist pep tra ma vez dilhad "aotrou" war e gein, e troio hag e tistroio an holl en tu ma karo, e lakaio tud ar barrez da goll o fenn hag e kaso d’e heul zoken ar re binvidikañ, ha, war o meno, ar re skiantekañ eus ar vro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.173-174

Mont a raint e-touez e vlev, en e zivskouarn, en e zaoulagad, en e fronelloù, en e c’hinou ha betek en e gorf dre e c’houzoug.

1877
Daveenn : EKG.I. p.145

E penn eben edo an Aotrou de Kersaozon, eus a vaner Trodibond, pemp troatad ha seizh meutad, blev brun war e benn, hag, en e dal, daoulagad c’hlas hag a verve dirak soudarded Canclaux.

1878
Daveenn : EKG.II p.142

Yaouank ha ruz e benn e oa, p’oan-me lammet e park balan Yann Bertou ; bremañ eo distronk evel ur c’hi klañv, gwenn evel ul lienenn, diskabell, fuilhet e vlev, skerj e zaoulagad ha divouton e zilhad.

1878
Daveenn : EKG.II p.91

divarrañ ar blev, ar barv...

1909
Daveenn : BROU p. 227 (enlever les extrémités)

ar renkad blev a zo war-laez d'an daoulagad

1909
Daveenn : BROU p. 396 (malven : ce mot ne désigne ni les cils, ni les paupières, mais les sourcils : ar renkad bleo a zo varlaez dan daoulagad)

teuler e bluñv, e vlev, e c'hreoñ, teuler e sae

1909
Daveenn : BROU p. 428 (muer)

Kribañ a reont, en ur ganañ, o blev hir ; soubañ a reont o c’horfoù, o izili gwad-holl ha poultrennet e dourioù glan ar mor divent.

1923
Daveenn : SKET p.80

blev gwagennet

1923
Daveenn : SKET p.178, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Cheveux ondulés (artificiellement)".

"blev" : ur — [...] , liester "blevioù" ; ivez "pennad-blev", "moue".

1923
Daveenn : SKET p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "une chevelure" ; "(ha « crinière »)".

Oc’h en em eilañ dre ugentadoù lerc’h-war-lerc’h a-hed an hent, e rae ar baotred hag ar merc’hed-se blev-flamm, dirak ar c’hezeg gwenn, korolladeg da genambroug kerzhadenn an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.63

blev gwagennek

1923
Daveenn : SKET p.178, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Cheveux ondés, ondulés (naturellement)".

War a leveront, daou vugel uhel eus meuriad gwenvidik ar re-Zivarvel, an daou ma sked evel regez-tan ar c’huchennadoù-blev lugernus anezho e-kreiz bodad an doueed e Dêvobriga (kreñvlec’h an doueed), — anvet em eus Lugus ha Belisama, — a weladennas meur a wech diskennidi Manos ha Bena en o c’hoadoù, hag o c’helennas war veur a dra.

1923
Daveenn : SKET p.58

Bezit naet warnoc’h hag en-dro deoc’h : na stokit ho torn ouzh tra dic’hlan ebet ; en em walc’hit eus bleñchoù ho plev da sol ho treid, div wech bemdez, d’an deroù-noz ha d’an tarzh-deiz.

1923
Daveenn : SKET p.51

Eus an traezh e teu dezho gwennded o c’hroc’hen, eus ar goularz melended o blev, eus ar mor glasted o daoulagad, eus ar c’hregin liv damruz o divoc’h hag o ivinoù.

1923
Daveenn : SKET p.33

gwagennad vlev

1923
Daveenn : SKET p.178, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Onde de cheveux".

Eus ar c’hoabrennoù gwenn ha louet e tennas danvez o empenn hag eus ar morvezhin lufr hini o blev.

1923
Daveenn : SKET p.29

Ra zeuio Aulerka Vimpis, a wisk war he rodelladoù blev melen tog-brezel arem an Aulerked (4), da stouiñ ouzhin he fenn brezelourez kaer ha her, da ren va dorn, da sklêrijenniñ va spered, da gadarnaat va c’halon !

1923
Daveenn : SKET p.23

Tri den mentek ez oa an tri breur, dezho blev du fuilh, pennoù kramennet gant an heol hag ar mor ha daoulagad du ha lugernus evel an noz sterennek [steredek].

1923
Daveenn : SKET p.99 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 99, trede dilinenna[ñ], lin. 3, e lec’h « sterennek » (Gonid., kembraeg « serenog ») lenn « steredek » kentoc’h).

"P. 50, trede dilinennañ, lin. 5, e lec’h « e vlev melen tev » lenn « e vlev melen stank ».

1923
Daveenn : SKET p.197, "Da reiz[h]a[ñ]".

Houmañ a oa harpet he dorn digrog war skoaz he fried ha, soublet he fenn ouzh ar jod anezhañ, e kemmeske he blev aour gant e re.

1923
Daveenn : SKET p.73

Deut a-damdost ar voull-dan, e welas anezhi o treiñ neuz : daouhanteriñ a reas evel ur graoñenn hag e teuas er-maez anezhi un den yaouank mentek, blev lugernus dezhañ, kaer nemet taer e gened, a lakeas e droad er ribl-mor.

1923
Daveenn : SKET p.111

« War-lerc’h ar strollad tud-se e teue ur plac’h he blev melen a-fuilh war he divskoaz... Burzhud n’oa ket kignet dezhi he bizied, gant garv e skoe he daouzorn an eil ouzh egile. »

1924
Daveenn : SKET.II p.38, Notenn 4.

Gwenn evel bleñchoù-gwrizioù edo neuze ar blev anezhañ. Dre-se e felle d’an doueed diouganiñ e furnez. Gant ar mizioù ez ejont war alaouriñ, ken na voent deut a-liv hag a-sked gant blev e dad hag e vamm (2).

1924
Daveenn : SKET.II p.7

Kaerat tra gwelout Velia en he gourvez, he dremm livrin e-kreiz he blev alaouret diskoulm, o sevel a-us dezhi he mabig !

1924
Daveenn : SKET.II p.14

Neuze, sec’het da gorf ha kribet da vlev, gra da « Diios »[5] al lidroad mel hag amann.

1924
Daveenn : SKET.II p.26

Daouzek plac’h yaouank, dispak o blev war o divskoaz, a gerzhe war-lerc’h ar c’harr ; hag e ouelent, e leñvent, e skoent o daouarn an eil ouzh egile gant kement a nerzh ma ’z oa burzhud na vrevent melloù o bizied.

1924
Daveenn : SKET.II p.38

Ker gell ha klor-kistin, ker rodellek ha kreoñ dañvad he blev en he fenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.57

En o fenn ur blev liv-melen-kaer na ziskenne ket izeloc’h eget ar gouzoug ; gant rodelloù ar blev-se edo kuzhet ouzhin o dremm, daougrommet m’edont war an dour ma labourent ennañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.76

blev

1927
Daveenn : Geri.ern pg bleo

blev penn

1927
Daveenn : Geri.ern pg bleo

blev

1927
Daveenn : Geri.ern pg bleo

blev

1927
Daveenn : Geri.ern pg bleo

blev

1927
Daveenn : Geri.ern pg bleo

e vlev

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXIX

blev

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXI

rodellad vlev

1931
Daveenn : VALL pg boucle (de cheveux)

blev melen

1931
Daveenn : VALL pg blond

Setu amañ poltred pep hini anezho : Job a oa bihan, Lom a oa bras: Job a oa ledan ha skoulmet-kaer, Lom a oa strizh e zargreiz ha strizh e zivskoaz; Job en doa blev du ha Lom blev ruz.

1944
Daveenn : ATST p.26

Pa veze Jan-Laou o kas he nadoz er c'hrezioù, e konte din « kontadennoù » 'lec'h ma veze kaoz eus ramzed, eus kornandoned, eus mab an heol ha merc'h al loar, eus roueed, rouanezed, priñsezed kaer gant blev melen, a lakae dija ma c'halonig da lammat evito.

1944
Daveenn : EURW.1 p19

Evel ma echue he c[']homz, setu o tont war-du hor gweturioù, ur beleg kozh, blev gwenn, gant ur galotenn vihan war-lein e benn, hag hor saludas gant ur c'hoarzh madelezhus.

1944
Daveenn : EURW.1 p30

Er c'hogn e oa ur paotr kozh blev gwenn, an tad emichañs.

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Ur paotr yaouank flour ha seven a oa neuze Loeiz ; plaen hag ingal e gomz ; blev du hir a zouge.

1944
Daveenn : EURW.1 p.206

An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.

1949
Daveenn : SIZH p.42

A-raok mont da ziboultrañ an aoterioù eta, ar breur Arturo a oa savet c'hoant dezhañ en em gempenn ivez. (…) Bec'h en doa degaset d'ar soavon, hag edo a-zevri o kribañ e vlev gleb.

1949
Daveenn : SIZH p.43-44

Da welet 'm eus oc'h ispilhañ ouzh da vantilh / Jenoflennoù voulouz, / Gant ur spilhenn he fenn ruz-gwad, / Hag, em eurioù anhun, / Giz tantadoù en noz, / M' o gwelas o leskiñ ez plev.

1949
Daveenn : SIZH p.55

- Ha me, me 'gav brav da zent gwenn, ha da zaoulagad mor, ha da dal uhel ha kaer, ha rodelligoù da vlev... plijus d'ar merc'hed o c'hañjoliñ !

1949
Daveenn : SIZH p.57

Nemet, re verrik e troc'hez da vlev...

1949
Daveenn : SIZH p.57

O c’holeiñ he diskoaz n’he deus mui nemet gouel hir he fennad blev du. Ha setu ur vronn o tifoupañ gwenn-kann, heneuz, a-douez mantell ar blev.

1949
Daveenn : SIZH p.38

O c’holeiñ he diskoaz n’he deus mui nemet gouel hir he fennad blev du.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Sevel a reas ar paotr e zaoulagad, ha kejañ a reas e sell gant bizaouenn bounner he skouarn vunut, ha gant un uhel a grib olifant, o vousluc'hañ dindan rouedenn ar vantilh, en he blev du-pod.

1949
Daveenn : SIZH p. 42-43

Diwisket he deus he c'hoef ha lakaet war he blev ur boned noz, moarvat evit ma n'en devo ket ar c'habiten tu d'he anaout.

1960
Daveenn : PETO p50

Goût a ouzont oc'h, dre ledoued, / D'ar gozh Nasion mignon rik : / Un abeg, daoust d'ho plev louet, / D'ho kas da get, d'ho lazhañ mik.

1960
Daveenn : PETO p59

Ar goantañ plac'h a zo er bed / N'o deus he blev kement a sked / Ha re ar gouron-mañ, moarvat, / Ken kaer e stumm o varc'hekaat.

1960
Daveenn : PETO p55-56

Hemañ ne deo ket hepken troc'her pe ficher blevioù, met bez ez eo ouzhpenn marc'hadour dilhadoù, boteier gwenn, lunedeier, ha meur a dra all c'hoazh.

1985
Daveenn : DGBD p23

Ur gentleman karadek e oa, yac'h ha kreñv, feul, livrin e zremm, gant ur greouichenn blev fuilh gwennaet a-raok an oad ; bouilh ha nerzhek e oa e zoareoù.

2012
Daveenn : DJHMH p20

C'hoariit ar c'houblad amourouzien, an dremenidi prederiet, al labourerien o vont d'o labour gant pres warne... hag evel-just cheñchit ho look kuit na vefe tres splann ur "stourmer" warnoc'h -badjoù, piercing, stumm ho plev, dilhad disheñvel betek re...-

2015
Daveenn : DISENT p73-74

Mont a ra da azezañ en he c'hichen, lakaat he brec'h war he divskoaz, flourañ he blev ha pokat dezhi.

2015
Daveenn : EHPEA p66

Etimologiezh

Ger kar d'ar c'hembraeg "blew", ha d'ar c'herneveureg "blew".

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial