pesketaet
pesketa
pesketa
Linenn : labourat war e linenn a zo pesketa en e berzh e-unan hep rannañ gant den all ebet.
Ar sulvezh-se, sulvezh d’abardaez ha deiz pardon bras Lotei-Landremel, an amzer a oa klouar, ha, peogwir e oa bras an dour er stêr, Lukaz, skluzier Penn-ar-Pont, en doa kavet gwelloc’h kemer e higenn ha mont da besketa eget mont d’an tu all da bardonañ.
Evit pezh a sell ouzh he fried, va zonton Pipi, ur skribiton a baotr reutoc'h eget un troad pal, met abaf ken ne oa ket evit blejal « Chou 'ta ! » war ur yar, hogos bemdeiz [sic, bemdez] e ranke tec'hel kuit eus ar gêr da chaseal, da besketa, da glask ober un tamm frotañ d'ur goantenn bennak, pe da beurechuiñ ur pifad e ti ur mignon.
Rankout a rae 'ta poaniañ war e gozhni da c'hounit e vara, mont bemdeiz [sic, bemdez] d' an aod da besketa, da gerc'hat merl pe vezhin d'an Enez-Terc'h gant kobar e vreur o chom e Roc'h Velen.
Kaout a-walc'h a voueta al labourerien a zo diaesoc'h, rak ar besketaerien ne deont da besketa nemet pa dro en o fenn, da lavarout eo pa vez aet izel ar gwenneien en o chakod.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pesketa