Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. Stad un den zo pinvidik. N'eo ket ar binvidigezh a laka al levenez en un tiegezh. 2. Stad ur vro zo pinvidik. Ar pezh a ra pinvidigezh Breizh. Bevañ a reas ar vro er peoc'h hag er binvidigezh. 3. Madoù, danvez. Me a roy dit pinvidigezh. II. B. 1. Madoù, danvez. Da holl binvidigezhioù. 2. Hollad madoù danvezel pe speredel. Deuet e oant da gemer pinvidigezhioù ar vro.

Skouerioù istorel : 
46
Kuzhat roll ar skouerioù

pinvizigezh

1499
Daveenn : LVBCA p164 (richesse)

Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.

1576
Daveenn : Cath p5

pinvidigezhioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg richesses

pinvidigezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pinvidiguez

kaout pinvidigezh

1732
Daveenn : GReg pg (avoir beaucoup de) bien(s)

pinvidigezhoù deuet a-berzh-vat

1732
Daveenn : GReg pg acquiescement

pinvidigezhoù gounezet-mat

1732
Daveenn : GReg pg acquiescement

pinvidigezhoù leal

1732
Daveenn : GReg pg acquiescement

an avaristed a zoug an den da gehelañ ar pinvidigezhioù

1732
Daveenn : GReg pg avarice (l'avarice fait rechercher avec soin, et aimer ardemmlent les richesses)

kaout pinvidigezhoù bras

1732
Daveenn : GReg pg avoir (avoir de grandes richesses)

pinvidigezh

1732
Daveenn : GReg pg bien(s, richesses)

pinvidigezhoù

1732
Daveenn : GReg pg bien(s, richesses)

pinvidigezh

1732
Daveenn : GReg pg bien(s, richesses)

bet pinvidigezh

1732
Daveenn : GReg pg (avoir beaucoup de) bien(s)

pinvidigezh en deus kement hag a gar

1732
Daveenn : GReg pg (il a beaucoup de) bien(s)

ar pinvindigezhoù eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Biens de fortune.)

destumiñ pinvidigezhoù

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Faire fortune.)

destumet pinvidigezhoù

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Faire fortune, pp.)

tennet gloar eus a un dra bennak, eus e binvidigezh &c.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c., pp.)

tennañ gloar eus a un dra bennak, eus e binvidigezh &c.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c.)

pompadiñ dre an abeg d'e binvidigezhoù

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c.)

pompadet dre an abeg d'e binvidigezhoù

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c., pp.)

an enorioù hag ar pinvidigezhoù eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg grandeur (Les grandeurs du monde.)

gwell eo furnezh eget pinvidigezh

1850
Daveenn : GON.II pg furnez

pinvidigezh

1850
Daveenn : GON.II p.21, livre premier, "richesse".

pinvidigezh

1850
Daveenn : GON.II pg pinvidigez

pinvigezhoù

1850
Daveenn : GON.II pg pinvidigez

pinvidigezhioù

1850
Daveenn : GON.II pg pinvidigez

ur binvidigezh vras he deus

1850
Daveenn : GON.II pg pinvidigez

pinvidigezh

1850
Daveenn : GON.II pg pinvidigez

« Eno, ouc'hpenn pinvidigezh, / Ez pezo traoù, traoù mat bemdez ; / Deus 'ta ganen hag e weli / Pe gemm zo etre hon daou di. »

1867
Daveenn : MGK p127

Hi eo he deus goloet Baltia hag an enezennoù er reter da Valtia gant an nevedoù ker brudet, red ha ma ve ! ez eus anv anezho en henzanevelloù hag a oa dreist da re broadoù all Keltia dre o niver, dre binvidigezh o listri aour, o arouezintioù aour, o c’hornioù aour hag o arrebeuri.

1923
Daveenn : SKET p.124

Evit kenwerzhiñ, ober sklaved, dastum ar muiañ ma c’helljent a vadoù hag a binvidegezhioù eo ez oant deut, ha neket evit sevel o annez da viken e lec’hioù a gave dezho ez oant treut, digevannezus ha gouez.

1923
Daveenn : SKET p.99

Dismantroù ar c’hreñvlec’hioù hag ar palezioù a waskede gwechall galloud, pinvidigezh ha brud roueed ar Vriged.

1923
Daveenn : SKET p.14-15

Eus an Ejipt ez on aet da Gartada, kêr he c’hant-ha-kant a vagoù, porzh al listri-rederien-vor ma tired di pinvidigezhioù an douaroù-Bras hag an inizi, ma kaver ennañ sklaved o tont eus par pellañ ar bed, eus pevar c’horn an douar.

1923
Daveenn : SKET p.18

Nemet buan ez eas da hesk pinvidigezh ar gweleadoù metalus, anezho mein distag a-skign war c'horre an douar.

1923
Daveenn : SKET p.19

Evit ar gouennoù loened all, bez’ ez eus anezho a zalc’h da vevañ ez gouez ha dishual e-kreiz ar c’hoadoù ha re all, pe zic’houezet pe zamc’houez c’hoazh, a vev er c’hlozioù sakr ma vernier aour ha pinvidigezhioù an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.55

Ar vugale o c’halon a dride dirak kement a binvidigezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.977 (Even 1924)

Gerioù-etre d’an amzer-vremañ eo ez int, tennet eus *segu « e tiraezan, e c’hounezan », *mogu « e vrasaan ». Nodons (tro-c’henel Nodontos) a zo ivez anezhañ ur ger-etre a dalveze, gwirheñvel, kement hag « an hini a binvidika » pe « donezoner ar pinvidigezhioù » (Rhys, Celtic Heathendom, p. 128).

1924
Daveenn : SKET.II p.42, Notenn 1

Pinvidik, o ! pinvidik, Izabel !… Pinvidigezh Izabel ?… Daou c’hir, yudal a reont an eil deus egile. Pinvidigezh ! gwevn-meurbet eo ar gir-se, en em astenn a ra adalek ar c’hastell beteg an ti-soul. Ha piv a nivero al leve a ra pinvidigezh un den glor[i]us ha piv an dienez a ra hini Izabel.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

pinvidigezh

1931
Daveenn : VALL pg bien

Ha daoust ne oa ket Libreville ur gêr vras e 1937, - evidon ne gaven ket anezhi kalz trec'h da vourc'h Plougastell - ne oa anezhi koulskoude hep mar ebet ur gêr-benn ; ha parañ a rae sked he finvidigezhioù dirak daoulagad tud ar vro.

1985
Daveenn : DGBD p53

Pinvidigezhioù a-leizh a zo amañ e-barzh da virout en diogel.

2015
Daveenn : EHPEA p50

Skramm demokratelezhioù ar C'hornôg a skoach fall a-walc'h penaos e vez sunet pinvidigezhioù an Douar, penaos e vez graet brezel dizehan d'ar re baour en Hanternoz koulz hag er C'hreisteiz, penaos e vez dalc'het groñs d'ar galloud gant ul lodenn vihan a dud binvidik.

2015
Daveenn : DISENT p37

Setu ar paradoks brudet lakaet war wel gant Noam Chomsky : ken digempouez ha ken direizh eo ar mod m'eo ingalet ar pinvidigezhioù e demokratelezhioù ar marc'had evel en diktatourezhioù.

2015
Daveenn : DISENT p133

Pouezañ ha dibouezañ em boa graet un devezh penn-da-benn betek ma'm boa soñjet: "Agapios, ha ne dalvez ket da vuhezig 300.000 euro?" Reoù all a zo a vez lakaet da baeañ ur milion pe ouzhpenn goude bezañ bet skrapet. Me, en em dennañ a ran dizroug a-walc'h gant tri c'hant mil." Displedoni ar binvidigezh c'hresian nevez, a lavaran ennon-me.

2015
Daveenn : EHPEA p174

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial