Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1576, 1732] Den pinvidik. [1576] Ha pan edoa an impalaer Maksentius, asamblet gantañ en Aleksandri an holl binvidien ha peorien evit sakrifiañ d'an idoloù [1732] Mogediñ ar binvidien hag ar re a zo ar voul ganto. [1850] Pinvidig. [1850] Pinvidien. [1867] Bremañ me a lavar d'ar pinvidig, d'ar paour : / Mard eo mat deoc'h hiriv ober ur pezh labour, / Stagit gantañ dioc'htu, ha pa vec'h hoc'h-unan. [1960] Amañ d'ar c'hure disleal, / Pell diouzh ho kêriou, war ar maez, / 'Ro bod pinvidig ha paour-glez, / Hag ouzhin[,] tra ne anzaver... 2. (impl. da anv hollek) Hollad ar re binvidik. [1867] Dont a raio ho tro, diwallit, pinvidig ! [1877] [...] brudet-mat e kêr ha karet kerkoulz gant ar pinvidig evel gant ar paour.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha pan edoe an impalazr Maksentius, asamblet gantañ en Aleksandri an holl binvidien ha peorien evit sakrifiañ d'an idoloù[,] hag an gristenien pere n'oz deurie sakrifiañ d'an idoloù, en devoa ordrenet ez vizent lekaet d'an marv ;

1576
Daveenn : Cath p5

mogediñ ar binvidien hag ar re a zo ar voul ganto

1732
Daveenn : GReg pg encenser (les grands, les riches, les louer, les flater)

pinvidig

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pindévik ou pendévik

pindevig

1850
Daveenn : GON.II pg pinvidik

pinvidig

1850
Daveenn : GON.II pg pinouik (voyez "pinvidik"), pg pinvidik (riche, qui a beaucoup de biens, qui possède de grandes richesses. opulent).

pinvidien

1850
Daveenn : GON.II pg pinvidik (riche, qui a beaucoup de biens, qui possède de grandes richesses. opulent. Pour le plur. du subst.)

pinvidig

1850
Daveenn : GON.II pg pinvidik (riche, qui a beaucoup de biens, qui possède de grandes richesses. opulent. quelques-uns prononcent "pinvik").

pendevig

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pindévik ou pendévik (riche. grand propriétaire. grand seigneur. prince. chef).

pindevig

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pinvidik, pg pindévik ou pendévik (riche. grand propriétaire. grand seigneur. prince. chef).

pindeveien

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pindévik ou pendévik (riche. grand propriétaire. grand seigneur. prince. chef. Pl.)

Gwellañ zo al labour da baour, da binvidig, / Anez, dindan tro 'n heol, an den zo reuzeudik.

1867
Daveenn : MGK p82

Bremañ me a lavar d'ar pinvidig, d'ar paour : / Mard eo mat deoc'h hiriv ober ur pezh labour, / Stagit gantañ dioc'htu, ha pa vec'h hoc'h-unan, / Bemdez kalonek oc'h [ouzh] ho poan, / Ganeoc'h ez ay buanoc'h da benn / Evit chom da sellet, o c'hortoz an estren.

1867
Daveenn : MGK p54

Dont a raio ho tro, diwallit, pinvidig !

1867
Daveenn : MGK p118

War e veno, fur ne vije / Dreist hennezh[,] neb n'en enorje. / Nemet an dud diskiant ne enoront danvez ; / E yalc'h ar pinvidig n'emañ ket ar furnezh.

1867
Daveenn : MGK p123

An Aotrou Feburier, abalamour d’e vadelezh ha d’e garantez evit ar paour, abalamour d’e eeunder e-keñver an holl en e vicher a varner-a-beoc’h, a yoa brudet-mat e kêr ha karet kerkoulz gant ar pinvidig evel gant ar paour.

1877
Daveenn : EKG.I. p.188

— N’em beus graet fae war den, na war baour na war binvidig, er goulenn a c’hellit digant an holl.

1878
Daveenn : EKG.II p.65

leve ar pinvidig

1899
Daveenn : AML p.8 (la rente du riche)

leve ar pinvig

1899
Daveenn : AML p.8 (la rente du riche)

Neblec’h n’am eus gwelet ivez kemend-all a gezeg-houarn ; paour ha pinvidig, kozh ha yaouank, paotred, merc’hed ha bugale, holl e raent gant ar benveg-se.

1954
Daveenn : VAZA p.164

[...] eno, en ti brav-se. Ha dreist-holl er c’havioù dindanañ, e c’houzañvas merzherinti hag e skuilhas o bannac’hig gwad Doue hepken a oar pegement a dud, noblañs ha kouerien, bourc’hizien koulz ha micherourien pe jeneraled, paour pe binvidig, kozh ha yaouank, paotred ha merc’hed, n’eus forzh, rak ne veze sellet berr nag ouzh oad pe beadra, nag ouzh stad nag ouzh orin : en ur ger, ouzh tanfoeltr netra.

1955
Daveenn : VBRU p.52-53

Amañ d'ar c'hure disleal, / Pell diouzh ho kêrioù, war ar maez, / 'Ro bod pinvidig ha paour-glez, / Hag ouzhin[,] tra ne anzaver...

1960
Daveenn : PETO p38

Notennoù studi

Ar stummoù "pendevig" ha "pindivig" kavet e geriadur ar Gonideg e 1850 zo stummoù bet ouzhpennet gant Kervarkêr. N'int ket testeniekaet pelloc'h ha hanvalout a reont bezañ termenoù kembraek brezhonekaet hep mui.

Etimologiezh

Stumm emdroet eus ar ger brezhoneg "pendevig", kar d'ar c'hembraeg "pendefig" (priñs).

Ofis publik ar brezhoneg