pinvidik
pinvidik
pinvidikoc'h
Deuet, e n’eus forzh peseurt parrez, un divroad bennak, hag e ve ur "blevier", ur marc’hadour blev, ur marc’hadour krec’hin gozed, hag e ve zoken un troc’her-moc’h e ve, an dra-se ne ra mann, gant ma vezo komzoù gallek, mat pe fall, en e c’hinou, gant ma raio e baotr rok, dreist pep tra ma vez dilhad "aotrou" war e gein, e troio hag e tistroio an holl en tu ma karo, e lakaio tud ar barrez da goll o fenn hag e kaso d’e heul zoken ar re binvidikañ, ha, war o meno, ar re skiantekañ eus ar vro.
pinvidik-mor
Gantañ ha diwezhatoc'h heptañ, em eus ergerzhet an holl vroioù-se, bro "Belovesos" da gentañ, an douar uhelvrud, pinvidik ha frouezhus douret gant ar Bodinkos hag an adstêrioù anezhañ, ar Vinolandon, puilh ennañ an trevadoù mezvus en tu-hont hag e-harz ar menezioù bras erc'hek, e troad an hirziarrozioù koadek ma kantre warno an arzh, ar c'hazh gouez hag ar c'havr, ouzh glann al lennoù-meur glas, sioul ha don o dourioù evel an oabl en devezhioù hañv.
tud pinvidik a-walc'h
Disheñvel int an eil diouzh egile, hemañ dispennet burzhudus, gant ur skjaergaard dirazañ, hennezh kalz eeunoc'h hag izeloc'h, warnañ an douaroù pinvidikañ hag holl gêrioù ar vro nemet Glasc'ho.
Klevet em boa lavarout e oa hentet Sant-Charlez gant paotred an dudjentil binvidik.
« Pinvidik, a lavaran-me. Paour-razh on, paour-razh Lom. An hanter kant lur-se n’int ket din. Roet int bet din, er beure-mañ, evit mont d’ar bourk, da baeañ, e ti ar Saliou, ar sukr, ar c’hafe, ar chikore o deus prenet ar merc’hed e-pad ar miz diwezhañ. »
Gwelout a reer diwar ar gorre ur vro eus ar re gaerañ a vez kavet e Bro-Gernev : ar stêr Aon o treiñ hag o tistreiñ lezirek en un draonienn c’hlas, tour Sant Iduned, war an tu kleiz ; war an tu dehou tour bras hag hini bihan Pleiben ; dirak, du-hont, pell, tuchenn Sant Mikael, ar menez uhelañ e Breizh ; ha, tro-war-dro, douaroù pinvidik evit brasañ plijadur ar gouerion.
— « Ur bizhardenn evel hounnezh. » — « Ha pinvidik, koulskoude, ma ’z eus unan. »
Diouzh klevout e oa bet kinniget an ti-se dezhi gant un den gwenn pinvidik a oa bet o vevañ gantañ.
An ostizion a oa laouen da virout ur pennadig c'hoazh an noter tavedek, pa edo ar pennoù skañv hag an deodeion war an treuzoù endeo ; plijet e oant da chom ur predig amzer e kompagnunezh an den emzalc'hus-se ; en em brientiñ a raent d'an digenvezded ; divezviñ a rae o spered bennozh d'e dav pinvidik, goude stegn al levenez a oa bet eztaoleet fonnus e-doug an nozvezh.
Skramm demokratelezhioù ar C'hornôg a skoach fall a-walc'h penaos e vez sunet pinvidigezhioù an Douar, penaos e vez graet brezel dizehan d'ar re baour en Hanternoz koulz hag er C'hreisteiz, penaos e vez dalc'het groñs d'ar galloud gant ul lodenn vihan a dud binvidik.
Klevet hoc'h eus c'hoazh moarvat e oa ur surjian barrek-kenañ. Hag e oa, nemet e tibourc'he e glañvourion. Ar re binvidikañ hepken o doa ar brient da vezañ oberataet gantañ.
Hag e zilhad pinvidik ivez.
Da skouer e c'houlenno ar vanifesterien nebeutoc'h a dailhoù evit ar re binvidik, met ivez lakaat tout ar re baour da labourat en-dro rak re ger e koustont d'ar gevredigezh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pinvidikaat