bet arvar
arvar
arvar
lakaat en [arvar]
"arvar" g.
arvar
arvar
Tostaat a rae dija an termen ma rankjen tennañ ar bilhed, war arvar da vezañ sourdard war droad pe war varc’h, ha neuze kenavo d’ar mor !
Dre hir amzer, dre huchal hon-daou, en arvar da zijavedañ, ha lies gwech da spouroniñ ar paour kaezh tud o chom er c’hambroù nesañ d’am hini, e krogas Yann da vont war wellaaat, met allas biken, ha pa vefe bev bete-vremañ, ne vo ur galleger direbech, rak an disterañ ma paoueze da deurel evezh war e deod hag e zent, e tifloupe raktal digantañ « diou sioucre », « dié la connnfitioure » ha traoù brav all e giz-se.
Moskva, Barin, emezañ, en ur astenn e vrec’h sitchas boudim e Moskvié ! (1) ha me bountañ va fenn e-maez ar prenestr da c’henaouata, en arvar da gouezhañ d’an traoñ.
Petra 'reont evit difenn an aod ha labour ar Vretoned, laket en arvar gant al loustoni brein-se ?
Ha bez' ez eus anezho un tammig e pep lec'h, ma tec'her diwar ur rummad emeur en arvar da lakaat e droad war ur rummad all.
N'on ket spiswel a-walc'h evit lavarout bremañ hogen santout a ran e teuio hep arvar an termen
e wall arvar e oa ar sevenadur katalonat p'edo Manuel o tizhout e oad-gour.
An dañjerioù a c'hallfe bezañ evit a sell ouzh surentez ar stourmerien, an dud a vo war al lec'h koulz hag an enebourien -n'eus ket anv da lakaat hini pe hini en arvar- abalamour da draoù lemm a vefe aze, d'an torosennadur digompez, da draoù zo a vefe gwall dener, d'ar fed e vefe prenester pe un islonk bennak nepell alese...
Meur a dra a oa da rebech d'ar patron eta : felladenn a dec'h, chom hep bezañ sikouret un den en arvar, feulster splann...
Koll a rafes da dro ha ma lakaat en arvar me ivez.
Stourm a dalv en em lakaat en arvar, sur ha n'eo ket marteze.