Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Diasur. En ur stad arvarus emañ-hi. Kemeret en doa ar garg arvarusañ. Hir hag arvarus e vefe ar brezel. 2. Zo da zisfiziout dioutañ. Gwelloc'h eo pellaat diouzh tud ken arvarus. Ur c'hwezh arvarus a reas d'al loen tec'hel. HS. douetus. 3. Dañjerus. Daoust ha ne vefe ket arvarus kaout darempred gant an dud-se ? HS. risklus.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

arvarus

1850
Daveenn : GON.II pg arvar, arvaruz (Douteux. Incertain. Irrésolu. indéterminé. Conjectural. Soupçonneux), maritelluz

Arvarus eo bepred an den-hont.

1850
Daveenn : GON.II pg arvaruz (Cet homme est toujours irrésolu).

Arvarus eo ha c'hwi a vevo pell.

1850
Daveenn : GON.II pg arvaruz (Il est douteux si vous vivrez longtemps).

Ne garan ket an dud arvarus.

1850
Daveenn : GON.II pg arvaruz (Je n'aime pas les gens soupçonneux).

Rak, mar galler fiziout e kounerezh mab-den, evelato e tigouezh a-wechoù, da heul kozhni pe gleñved, ez afe war zisleberiñ pe zisteraat, hag e teufe an eñvoradurioù da vezañ arvarus.

1923
Daveenn : SKET p.20

arvarus

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arvar

arvarus

1931
Daveenn : VALL pg amphibologique, aventureux

N'eur ket evit tremen hep lavarout ez eo bet treset peurliesañ an traoniennoù-se gant ar brasañ faltazi, evel m'en devefe an oberour mennet kavout, koustet a gousto, ur stêr gozh o kenderc'hel pep stêr a zo o redek bremañ war an douar, ar pezh a zo un doare-labour un tammig arvarus...

1943
Daveenn : TNKN p26

Arvarus e oa e kavjen-me netra goude ur « chaseour-dornskridoù » ken fri-lemm ha Frañsez Vallée.

1944
Daveenn : EURW.1 p.93

Boas e oant, en ti-se, da brientiñ peadra evit ar re a veze o labourat er c'hoad, n'ho poa nemet reiñ ul lizher da unan bennak da gas dezho, hag en distro e veze kaset deoc'h ar pezh ho peze ezhomm, paket mat evel ma ranke bezañ pep tra da gas dre hentoù arvarus.

1985
Daveenn : DGBD p120

"Ha gouzout a rit, Poole", emezañ, en ur sevel e benn, "ez omp c'hwi ha me o vont d'en em lakaat en ur saviad arvarus a-walc'h."

2012
Daveenn : DJHMH p.69

E berr gomzoù e c'hall bezañ arvarus ma vez boulc'het gant un enklask justis goude-se.

2015
Daveenn : DISENT p87

An dra-mañ eo labour kentañ ar polis, ha gwir en deus da vont di ma soñj dezhañ eo arvarus an traoù evel m'emaint.

2015
Daveenn : DISENT p103

Ar pezh a vank dimp a zo ur gwir preder a strategiezh, unan a c'hallfe hon lakaat da vont gant hentoù nevez, daoust dezhe bezañ dianav dimp hag arvarus a-wechoù.

2015
Daveenn : DISENT p22

Padal, ar gwarzhioù-se a vouskomzed diwar o fenn ne raent nemet lakaat da greskiñ, da soñj ur c'halz eus an dud, e hoal iskis hag arvarus.

2015
Daveenn : POLDG p. 224

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial