Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
57
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Diskrediñ. N'eus ket nemeur da arvariñ e c'hallfe an holl draoù-se bezañ ankounac'haet. 2. Chom etre daou soñj, hep gouzout petra ober. Bepred e chome da arvariñ etre mont ha chom hep mont. HS. argrediñ, termal. II. V.k. 1. V.k.d. Arvariñ war udb. : kaout douetañs warnañ. An hini a arvarfe war ar pezh a lavar an den-se n'en deus nemet lenn e levr. 2. V.k.e. Lakaat (udb.) en arvar. Kement a denn da arvariñ hor yezh a ra gaou ouzh ar vro. HS. risklañ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

arvariñ

1850
Daveenn : GON.II pg arvari (Douter, avoir des doutes. Conjecturer. Être incertain, irrésolu. Soupçonner).

Arvariñ a ra atav.

1850
Daveenn : GON.II pg arvari (Il est toujours irrésolu).

Arvariñ a reer eus an dra-se.

1850
Daveenn : GON.II pg arvari (On doute de cela).

N’eus ket nemeur da arvariñ e c’hallfe an holl draoù-se kouezhañ, un deiz, en ankounac’h, ha m’en em lezan d’o damvenegiñ amañ, ez eo dre n’eus hini en hon touez na zigasfent dezhañ da goun eñvorioù ker e oad tener.

1923
Daveenn : SKET p.40

arvari

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arvar

Da lavarout eo e arvarit e ra se evit kastizañ ar re-se, a zo, d'e veno, floderion gemedel.

2015
Daveenn : EHPEA p141

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial