poanya ur re
poaniet
Poaniañ a ra en noz, en deiz, / Evidoc'h, 'vit he bugale, / Hag he c'harantez, war vale, / Ne baouez da bediñ gant feiz, / Evit ma troy da vat ar bed, / Ma teuy kalon, skiant d'he fried, / E-lec'h brabañs, lorc'h ha fouge / M'en devezo doujañs Doue, / Ma talc'ho mat d'ar gourc'hemen, / Pa n'en defe ket ur varvenn !
Hag abaoe, gant ar Gontez, eo bet karet ar wreg a-zoare, ar plac’h a skiant-vat, ar vamm war dal pehini an nec’hamant, an dienez o devoa moullet nerzh he c’halon, ar vamm dilezet gant an holl, ha pehini he devoa poaniet, douget he bec’h (pegen pounner koulskoude) hep klemm, evurus pa wele he bugale o kreskiñ drant ha ye, evel peder gwezennig, deut an amzer-nevez.
Rankout a rae 'ta poaniañ war e gozhni da c'hounit e vara, mont bemdeiz [sic, bemdez] d' an aod da besketa, da gerc'hat merl pe vezhin d'an Enez-Terc'h gant kobar e vreur o chom e Roc'h Velen.
edo e spered o poaniañ hag o poaniañ, en deñvalijenn glok, argadet gant goulennoù evel ma oa
Ar peurrest eus ar familh, ha Fanis da gentañ, a glask lakaat anezhi war he zu gant usreerioù a-seurt gant "al loc'hañ eo an diaesañ, Katerina" pe "dre forzh poaniañ eo e teuer a-benn", met Katerina ne seblant ket bezañ kendrec'het.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
poanier