Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.d. A. POKAT DA, OUZH UB., UDB. : lakaat e ziweuz da stekiñ outañ dre vignoniezh, karantez pe dre sevended. Pokat d'e vamm, d'e vignonez. Pokat a reas d'he dorn. Pokat a reas ar soudard ouzh an douar. [1850] Ha poket hoc'h eus-hu d'ho mamm ? [1949] Dibunañ a reot ho tiv dizenez chapeled, war ho taoulin, gant ho tivrec'h e kroaz, ha, pa ho po echu, e pokot teir gwech d'an daroù gant ho muzelloù... [1954] Damañ din va faotr bihan, eme ar glañvourez dare da vervel, ma pokin dezhañ c’hoazh ur wech ! [2015] Mont a ra da azezañ en he c'hichen, lakaat he brec'h war he divskoaz, flourañ he blev ha pokat dezhi. HS. bouchañ. B. 1. POKAT DA UDB. : bezañ sko outañ. E elgezh a boke d'e fri. 2. Pokat d'an douar: kouezhañ. Ne bokan ket d'an douar evel ma ra an touseg. C. POKAT ÀR UDB. : kregiñ en udb. Ur yoc'h gwinizh zo tost : pokomp àrnezhañ ! & (db. an heol) Skeiñ. Pokat a ra an heol àr glopenn an den. II. V. kenem. EN EM BOKAT : pokat an eil d'egile. En em bokat dindan sklaerder an noz. [1850] en em bokiñ.

Skouerioù istorel : 
36
Kuzhat roll ar skouerioù

poket

1659
Daveenn : LDJM.1 pg baiser

bet atav o poket

1732
Daveenn : GReg pg baisotter (donner des baisers frequents)

poket alies

1732
Daveenn : GReg pg baisotter (donner des baisers frequents)

pokiñ alies

1732
Daveenn : GReg pg baisotter (donner des baisers frequents)

poket an eil da egile

1732
Daveenn : GReg pg (s') entrebaiser

boket

1732
Daveenn : GReg pg baiser (donner un baiser)

bokiñ alies

1732
Daveenn : GReg pg baisotter (donner des baisers frequents)

poket

1732
Daveenn : GReg pg baiser (donner un baiser)

bezañ atav o poket

1732
Daveenn : GReg pg baisotter (donner des baisers frequents)

bokiñ

1732
Daveenn : GReg pg baiser (donner un baiser)

en em bokiñ

1850
Daveenn : GON.II p.7 (se baiser).

pokiñ

1850
Daveenn : GON.II pg poki ou poka et poket (baiser, appliquer sa bouche ou sa joue sur le visage ou sur la main de quelqu'un en signe d'amitié, etc.)

Ha poket hoc'h eus-hu d'ho mamm ?

1850
Daveenn : GON.II pg poki ou poka et poket (avez-vous baisé votre mère ?)

Ra ray deoc’h kaout ar peoc’h e ti ar priedoù a zigouezho ganeoc’h ; hag e pokas dezho.

1850
Daveenn : GON.II p.98

Pokiñ a reas din.

1850
Daveenn : GON.II p.97 (il me baisa).

poket

1850
Daveenn : GON.II pg poki ou poka et poket (baiser, appliquer sa bouche ou sa joue sur le visage ou sur la main de quelqu'un en signe d'amitié, etc. Part.)

pokañ

1850
Daveenn : GON.II pg poka (voyez "poki"), pg poki ou poka et poket (baiser, appliquer sa bouche ou sa joue sur le visage ou sur la main de quelqu'un en signe d'amitié, etc.)

poket

1850
Daveenn : GON.II pg poki ou poka et poket (baiser, appliquer sa bouche ou sa joue sur le visage ou sur la main de quelqu'un en signe d'amitié, etc.)

Neuze e kemere anezhi etre e zivrec’h, d’he stardañ war e galon, e poke e ziweuz d’he diweuz glan n’o doa anavezet biskoazh af-gour ebet nemet digantañ.

1923
Daveenn : SKET p.74-75

Derkeia en em daolas ganto ez feuls ; o briata a reas hag o stardañ war he c’halon gant teneredigezh ; pokañ a reas d’o zal, d’o divoc’h, d’o genou, d’o blev ; o c’hlemmoù a vougas gant hec’h allazigoù.

1923
Daveenn : SKET p.107

War al leurennoù pavezet, kemeret ganto da baouezlec’h, brezelourien uhel-ventek, deut a vro an Teir-Stêr a zibenvest hag a hual o c’hezeg ; meskañ a ra ar gwragez hag ar vugale anezho en-dro d’an tantadoù ha, war an hent o kas d’an aven, Maponos a Geneta, o kenstouiñ o fennadoù-blev melen-aour, a stok, o divjod o pokañ an eil d’egile en ur c’hoarzhin.

1923
Daveenn : SKET P.15

Kintus a grogas doujus e dorn ar werc’hez hag e zougas d’e dal ; Kamula, o kregiñ en he dorn all, a bokas dezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.104

Mont da bokat dek gwech d’an drezenn-bod pe d’ar billig, da dennañ gwin eus an treust, da flutañ moc’h munut. Pinijenn ar [p]aotrezed ne [veze] ket ken kalet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 38, p.842 (C'hwevrer 1924)

Vindosetlos a zouaras hag an doueez, o lezel da gouezhañ d’an douar he bouc’hal hag he skoed, a daolas he divrec’h a-vriad en e gerc’hen hag a bokas dezhañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.57

Pokat-dibokat dezhañ a eure hag e c’hlebiañ gant he daeroù.

1924
Daveenn : SKET.II p.13

poket

1931
Daveenn : VALL pg baiser

pokat

1931
Daveenn : VALL pg baiser

Ober a reas ar bederez ur pikol sin ar groaz a voe echu ganti dre ur pok d’he biz-meud, hervez giz Spagnoliz, ha goude e c’hoursavas he mantilh da bokañ da groaz he chapeledig.

1949
Daveenn : SIZH pp.37-38

Ober a reas ar bederez ur pikol sin ar groaz a voe echu ganti dre ur pok d’he biz-meud, hervez giz Spagnoliz, ha goude e c’hoursavas he mantilh da bokañ da groaz he chapeledig.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Dibunañ a reot ho tiv dizenez chapeled, war ho taoulin, gant ho tivrec'h e kroaz, ha, pa ho po echu, e pokot teir gwech d'an daroù gant ho muzelloù...

1949
Daveenn : SIZH p.61

Diwall na bokfe dit, me az ped, nag hi na den all ebet.

1950
Daveenn : LAWI p110

« Damañ din va faotr bihan, eme ar glañvourez dare da vervel, ma pokin dezhañ c’hoazh ur wech ! »

1954
Daveenn : VAZA pg 44

Ur wech er sizhun d’an nebeutañ, e teue Soaz Sapeur da bokat d’he mab bihan, ha sammet evel ul loen e veze bep tro an hini gozh, rak degas a rae din boutailhadoù dour-jistr, gwin gwenn, (« evit ma kreski buan ! » emezi), amann, vioù, krampouezh, frouezh, triakl, kig-sall pe joskenn.

1954
Daveenn : VAZA p.51

Mont a ra da azezañ en he c'hichen, lakaat he brec'h war he divskoaz, flourañ he blev ha pokat dezhi.

2015
Daveenn : EHPEA p66

Padal, pa oa aet Kathrine d'ar veranda evit butuniñ ur sigaretenn e oa deuet Thomas d'he heul, ha poket dezhi, hag hi pokat dezhañ d'he zro, beuzet ma oa e-kreiz an dic'hoanag boud a oa kouezhet warni en ti sklas-se.

2023
Daveenn : DREAM p.20

Pokat a reas dezhi evit mougañ he c'hoarzh.

2023
Daveenn : DREAM p.37

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial