Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. an dud) [1659, 1732, 1850, 1931] Obererezh pokat. Distagañ, [1850] reiñ, stlepel ur pok (da ub.). [1850] Roit ur pok din ! [1878] P’oa deuet d’an traoñ e tistroas ouc’h e bried evit kimiadañ diouti, evit reiñ dezhi ar pok diwezhañ... Kaout ur pok (gant ub.). Kemer, laerezh ur pok (digant ub.). Ur pokig, ur pok kalonek, start. Ur pok trouz : a strak ouzh an divjod. Ur pok c'hwek, [1732] lik, martolod, penn-da-benn, tomm : a roer war ar genoù. Ur pok kloz : graet en ur sunañ ar c'hroc'hen, a lez ur merk war e lerc'h. & Trl. skeud. Reiñ ur pok Spagn (d'ur plac'h) : he lakaat brazez. HS. af, bouch. 2. Tr. adv. Bezañ pok-pok : pokat dizehan. & Dre ast. Chom, dañsal pok-ha-pok : stok-ha-stok. II. Dre heveleb. (db. an traoù) Obererezh stekiñ. Pok ar bannieloù.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

pok

1659
Daveenn : LDJM.1 pg baiser

bok

1732
Daveenn : GReg pg baiser (un baiser)

bokoù

1732
Daveenn : GReg pg baiser (un baiser)

pokoù

1732
Daveenn : GReg pg baiser (un baiser)

pokoù lik

1732
Daveenn : GReg pg baiser (impudique)

pok

1732
Daveenn : GReg pg baiser (un baiser)

pok lik

1732
Daveenn : GReg pg baiser (impudique)

pok

1850
Daveenn : GON.II p.15, livre premier, "baiser".

ur pok

1850
Daveenn : GON.II pg eur

pok

1850
Daveenn : GON.II pg pok

pokoù

1850
Daveenn : GON.II pg pok

roit ur pok din

1850
Daveenn : GON.II pg pok

pokoù

1850
Daveenn : GON.II p.15, livre premier, "des baisers".

P’oa deuet d’an traoñ e tistroas ouc’h e bried evit kimiadañ diouti, evit reiñ dezhi ar pok diwezhañ...

1878
Daveenn : EKG.II p.76

Azlakaat he diweuz war o diweuz a reas oc’h ober dezho tevel gant he fokoù.

1923
Daveenn : SKET p.107

Ar plac’hig kozh, savet en he sav, an daeroù o ruilhañ war he divjod a roas ur pok d’ar vamm, serriñ a eure dezhi he daoulagad.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

— Kenavo, mamm Izabel ! Ur pok start da bep hini anezhe.

1925
Daveenn : BILZ2 p.168

Izabel a dapas krog e penn he mab, hag, en ur ouelañ, e roas dezhañ ur pok start war e zivjod.

1925
Daveenn : BILZ2 p.147

pok

1931
Daveenn : VALL pg baiser

Ar pokoù diwezhañ a zigas an dour en daoulagad ; mes dont a ran da vezañ boazet ouzh an dispartioù ; ar vuhez n'eo d'an hini a guita e vro c'henidik, nemet kenavoioù diehan.

1944
Daveenn : EURW.1 p48

Ur pok bep a mare a zeue da lakaat ar siell war ur garantez c'hlan o tiwanañ, evel ur vleunienn nevez-amzer, hag a dlee goeñviñ gant ar c'hentañ disparti.

1944
Daveenn : EURW.1 p44

Barn a rez, hep gouzout. Rak biskoazh n'eo bet dalc'het ganit war da zaoulin ur vuiañ-karet, ha te ouzh he cherisañ, ouzh he strizhañ, o teuziñ hag o veuziñ, hag o vezviñ, e plijadurezh ar pokoù, e bam da ene, betek koll da skiant, diwar re levenez.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Ober a reas ar bederez ur pikol sin ar groaz a voe echu ganti dre ur pok d’he biz-meud, hervez giz Spagnoliz (…).

1949
Daveenn : SIZH pp.37-38

Ober a reas ur sin ar groaz prim, ha, da c'houde, ur pok d'he meud.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial