Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1499, 1659, 1732, 1850, 1909, 1931] Pezh a lavarer da ub. evit diskouez e kaver abeg ennañ, pe a-zivout udb. evit diskouez n'er c'haver ket mat. N'hon eus rebech ebet d'ober dezhañ. Ne gave nemet rebechoùigoù d'ober. Ober rebechoù bras da ub. Rebechoù c'hwerv. Kuit d'ober rebechoù. & Rebechoù koustiañs ub. : morc'hed. & (impl. da anv hollek) Blaz ar rebech a oa en e vouezh. Ne lezo war e lerc'h nemet rebech, displijadur hag enkrez. & Sevel rebech en ub. : dont da gaout morc'hed. Gwell e ve ganin mervel gant an naon eget kaout arc'hant mar savje re bech ennon. HS. tamall (verb) 2. LOUZAWOUR. [1732] Kalon-losk. Ar fanouilhez a zegas rebechoù.

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

rebrech

1499
Daveenn : LVBCA p173 (reproche)

rebech

1659
Daveenn : LDJM.1 pg blasme, reproche

ar rebechoù a zeu da atizañ an tan e penn un den, da elumiñ ar goler

1732
Daveenn : GReg pg (les injures) émeuvent (la colere)

rebech pehini a raer da ur re da vezañ lavaret ur gaou, ur falsentez

1732
Daveenn : GReg pg démenti

ar fanouilhez a zigas rebechoù da neb a ev anezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (la) fenouillette (donne des raports)

n'en deus rebech ebet

1850
Daveenn : GON.II pg rébech

rebechoù bras em eus graet dezhañ

1850
Daveenn : GON.II pg rébech

rebechoù

1850
Daveenn : GON.II pg rébech

rebech

1850
Daveenn : GON.II pg rébech, tamall

rebechoù ouzh rebechoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rébéch (-ouc'h-rébech)

rebech ouzh rebech

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rébéch (-ouc'h-rébech), tamall (-ouc'h-tamall)

Perak an den n'ef-eñ ket leal ? / Goude rebech, goude tamall, / Perak ne veul gant gwirionez / Ar pezh a zo mat er vaouez ?

1867
Daveenn : MGK p133

Evitañ da glevet petra voa komz Yann Dieg / O kaout en e atant tamall, rebech, abeg, / Ne lavare netra, / Nemet c'hoarzhin ne rae, / O krediñ e rankche derc'hel e goumanant.

1867
Daveenn : MGK p87-88

Rak ma klaske gwechall ur paian kregiñ en ur c’hristen hag her lakaat d’ar marv, oa abalamour ma’z ae a-enep al lezenn desket dezhañ gant e dud, el lec’h ar veleien "intru", broudet gant rebechoù o c’houstiañs, o doa c’hoant da lakaat ar re-all da vezañ evelto, — kement-se en divije graet vad d’o c’halon, — pe d’o c’has diwar ar beg-douar-mañ d’ar bed all, evit miret da vezañ tamallet ganto.

1877
Daveenn : EKG.I. p.86

rebech

1909
Daveenn : BROU p. 414 (reproche)

Rebech a ra dezhañ e goñsiañs.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

rebech

1931
Daveenn : VALL pg blame

Kouezhañ a rae stank ar rebechoù, ar gourdrouzoù, ar c’hastizoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

An daou niz a chomas eta dilavar. Ne voe trouz ebet en ti. Job a selle ouzh Lom (ha vice versa) gant daoulagad du ha leun a rebechoù.

1944
Daveenn : ATST p.35

Ar baotred a gemeras hent Lanurgad; imoret-fall e oant o-daou. Job a rae da Lom gourdrouzoù ha rebechoù c’hwerv, ha Lom a responte : — « Kre non de non ! me ’zo ur paotr digourdi… Dalc’hit evidoc’h ho rebechoù. »

1944
Daveenn : ATST p.36

An diaoul kentañ. — « Mari Karreg-al-Louarn, n’hoc’h eus ket tremenet war an douar ur vuhez direbech. » An eil diaoul. — « Ho puhez a zo leun a rebechoù. »

1944
Daveenn : ATST p.56

Ha gant e vouezh unton, diaskorn un disterañ, e tisvante saezhennoù lemm, evel,[sic] kement a rebec'h [sic, "rebech"] hag a c'hourdrouz, a yae da sankañ e kig e galon.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Poole, ha me, emaomp o vont da forzhañ dor ar gambr-studi. Ledan a-walc'h eo va choug evit sammañ ar rebech, mard a mat pep tra.

2012
Daveenn : DJHMH p.70

N'a ket droug ennon rak komprenet em eus ez on kiriek da gement rebech a ra Adriani da gKaterina.

2015
Daveenn : EHPEA p67

"Ouzh da c'hortoz e oamp," a lavar din Gikas, liv ar rebech en e vouezh un disterañ.

2015
Daveenn : EHPEA p87

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial