Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
59
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. 1. V.k.e. REBECH UDB. D'UB. : ober ur rebech, rebechoù dezhañ a-zivout an dra-se. Rebech a rae an dra-se d'he gwaz ha dezhi he unan. Rebech a ran e vuhez fall dezhañ. Ken alies ha bemdez e rebecher din ar bara a zebran. Ne rebechomp netra deoc'h. & Dre ast., difetis Ma c'houstiañs ne rebech netra din war gement a lavarit. Hoc'h ene o tont da rebech din ma laoskentez. 2. (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. e). Ober ar rebech. Piv a gredfe rebech e vefen-me ken drouk en he c'heñver? HS. tamall(verb). II. V. em. EN EM REBECH : bezañ lavar-dislavar.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

rebech

1659
Daveenn : LDJM.1 pg blasmer, reprocher

rebechat en e fas da ur re

1732
Daveenn : GReg pg (reprocher en) face (à quelqu'un)

gaou rebechet

1732
Daveenn : GReg pg démenti

rebech en e zaoulagad, e kreiz e zaoulagad, da ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg (reprocher en) face (à quelqu'un)

rebechat, rebech ur gaou da ur re

1732
Daveenn : GReg pg démentir (reprocher à quelqu'un qu'il a menti)

hon Salver a rebeche d'ar Farizianed e c'hoantaent hag e klaskent gant re a studi hag a fouge ar plasoù kentañ e-barzh ar c'hompagnunezhoù

1732
Daveenn : GReg pg affecter

gevier rebechet

1732
Daveenn : GReg pg démenti

rebechañ ouzh rebechañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rébecha (-ouc'h-rébecha), tamallout (-ouc'h-tamallout)

rebechañ a rin dezhañ e wall vuhez

1850
Daveenn : GON.II pg rébecha

rebechet

1850
Daveenn : GON.II pg rébecha

rebech

1850
Daveenn : GON.II pg rébecha

rebechañ

1850
Daveenn : GON.II pg rébecha

P'o devoe en em gutuilhet, / Rebechet, youet, rendaelet / A-bep-eil en em damallet, / Ar marmouz, o welet penaos edo 'r c'hoari, / A lavaras dezho, droug ennañ a-zevri : / - "Bremañ, va mignoned, me oar mat ho toareoù, / Hag ho-taou e paeoc'h ar gwir hag ar mizoù.

1867
Daveenn : MGK p37

Gwechall Sokrat, den a furnezh, / Lakeas sevel un ti nevez, / Ha pep hini a dremene / Er pezh-labour a rebeche.

1867
Daveenn : MGK p59

Mat, an dra-se a vije rebechet dezhañ c’hoazh, ouc’hpenn ar pezh a lavare ar c’habiten.

1878
Daveenn : EKG.II p.68

Met an aotrou person n’oa ket ken skañv e vennozh, ha meur a wech, ha pell goude, pa wele ar paotr, e rae un distro war an arvest c’hoariet en e sal, hag e goñsiañs dezhañ a rebeche gwialenn ar barner.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

rebechat

1931
Daveenn : VALL pg blamer

rebechat un dra da ub.

1931
Daveenn : VALL pg blamer

Nemet, avat, e rebeche d'am zad na zalc'he ket a-walc'h warnon da gaozeal galleg.

1944
Daveenn : EURW.1 p20

C'hwezek vloaz e oan, achu ganin ma zeirvet, gant notennoù mat e pep brank ; ne oa da rebech din nemet chom hep plegañ d'ar Reolenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p43

[…] ha bepred oc’h en em hegal, o randoniñ, o rebech mil draig an eil d’egile, o tabutal diwar-benn ar c’hazh, ha me oar, ha koulskoude o terc’hel tost an eil d’egile, ma ne oant ket evit bezañ dispartiet un eurvezh hep anken, o vont o daou da bourmen a-gevret, o c’hoari dominoioù kent mont d’o gwele…

1944
Daveenn : EURW.1 p.137

Nemet a-raok monet er roud, / Displeget sklaer, e karfen goût / Pe dorfed din zo rebechet / Ha da be zrougoù ' oan techet.

1960
Daveenn : PETO p74

Mut e chomez, met da emzalc'h / D'ober rebech dit a gendalc'h : / Ne dalv termal na tarlaskañ !

1960
Daveenn : PETO p76

Meur a dra a oa da rebech d'ar patron eta : felladenn a dec'h, chom hep bezañ sikouret un den en arvar, feulster splann...

2015
Daveenn : DISENT p83

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial